French-American Foundation
| Tachenn obererezhioù | other voluntary membership organizations (France) |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1976 |
| Anv ofisiel | FRENCH-AMERICAN FOUNDATION FRANCE |
| Prezidant | Alain Papiasse |
| Stad | Frañs |
| Furm lezennel | declared association |
| Sez sokial | avenue de New-York |
| Lec'hienn ofisiel | https://frenchamerican.org/ |
French American Foundation - France zo un ensavadur savet evit « kreñvaat al liammoù etre Bro-C'hall ha SUA ».
E 1976 e voe krouet, evit bodañ renerien yaouank (Young Leaders) hag o broudañ da genlabourat. Aozañ a ra seminarioù evit re yaouank "a varregezh vras" lakaet dezho da vezañ pennoù bras ar politikerezh, ar finañs hag ar mediaioù e Bro-C'hall. Ur benveg Soft Power eo ar seminarioù-mañ.
Renet eo gant Alain Papiasse.
Gallaoued a zo izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep bloaz e vez dibabet gant ur strollad-barn un ugent bennak eus Gallaoued ha Stadunaniz etre 30 ha 40 bloaz, war ul listenn a gantadoù a anvioù. Ar re zibabet a gemer perzh e daou seminar, unan e Bro-C'hall, egile er Stadoù-Unanet, evit prederiañ war dodennoù a laz hollek ha skoulmañ liammoù kreñv ha padus kenetrezo.
Un hanterkant bennak a C'hallaoued a zo anavezet evel izili ar French-American Foundation ; setu amañ ul listennad anezho (bloavezh emezelañ etre krommelloù) :
|
|
|
Mammenn : (fr) Annuaire des Young Leaders | |
Eus an tu stadunanat o deus kemeret perzh da skouer : Hillary Clinton (1983), bet sekretour-stad, Bill Clinton (1984), bet prezidant ar Stadoù-Unanet, Antony Blinken (1998), bet sekretour-stad, ha Kevin Ryan (2003), embreger.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
- (fr) Washington-sur-Seine ? – Pennad eus al lec'hienn Atlantico diwar-benn pouez ar French-American Foundation e politikerezh Bro-C'hall.