Santu Casanova
Santu Casanova (Pierre-Toussaint Casanova ent-ofisiel ; Arbori, 1850 - Livorno 1936) a oa ur skrivagner eus Korsika, unan eus tadoù al lennegezh korsek vodern.
En deroù e skrivas en italianeg. Met buan e tiforc'has ar c'horseg diouzh an italianeg hag unan eus ar re gentañ e voe o kas yezh an enezenn war-raok evel ur yezh anezhi hec'h-unan, ha n'eo ket ur rannyezh italianek.
E 1896 e savas ar sizhunieg A Tramuntana, ennañ pennadoù a bep seurt, e korseg. Ren a reas ar gelaouenn-se betek he dibenn, e 1914, hag enni e pledas gant doare-skrivañ ar c'horseg. E-barzh A Tramuntana e voe meur a skrivagner korsek oc'h embann o skridoù, evel da skouer Petru Rocca.
E dibenn e vuhez e voe tamallet da Santu Casanova gant ar gouarnamant gall bezañ un "irredentour", a-du gant stagañ Korsika ouzh Italia. Er bloavezhioù 1930, evit gwir, e voe skrivet gantañ pennadoù en enor da vrezel an Italianed en Etiopia. Mont a reas d'an harlu, da Livorno, en Italia, hag eno e varvas. E 1962 e voe degaset e relegoù da Arburi, ar geriadenn ma voe ganet.