Magna Carta

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Magna Carta Libertatum, 1215
(British Library Cotton MS Augustus II.106)

Magna Carta Libertatum (latin krennamzerel evit "Karta Veur ar Frankizoù"), a reer eus ur garta anvet ivez Magna Carta ha Magna Charta sinet gant ar roue saoz Yann Dizouar e Runnymede, e-kichen Windsor, d'ar 15 Mezheven 1215.
Gant arc'heskob Canterbury e voe savet ar skrid, evit degas ar peoc'h etre ar roue hag ur strollad baroned emsavet, o c'hrataat ma vije gwarezet gwirioù Iliz Bro-Saoz, ha re ar varoned enep ar vac'hidigezh eneplezenn, barnadennoù prim, ha ma vije bevennet an truaj gladdac'hel d'ar Gurunenn.
Peurwiriekaet e voe ar Garta gant ar roue, an arc'heskob ha 25 baron, met pa ne zalc'has siner ebet d'e c'her e voe nullet gant ar pab Inosant III diwar goulenn ar roue, ar pezh a zigoras an hent da Gentañ Brezel ar Varoned (1215-1217).