Mont d’an endalc’had

Rouantelezh an Izelvroioù

Eus Wikipedia

Rouantelezh an Izelvroioù (Koninkrijk der Nederlanden e nederlandeg) zo un aozadur politikel zo meur a vro ennañ : an Izelvroioù (Nederland e nederlandeg), Aruba, Curaçao ha Sint Maarten. A-hed an istor avat n’eo ket bet atav e-giz-se. Penn ar stad eo roue pe rouanez an Izelvroioù, zo bremañ ar roue Willem-Alexander.

Broioù e Rouantelezh an Izelvroioù
Bro Poblañs
(1 Gen 2010)*
Dregantad e
poblañs ar Rouantelezh
Gorread
(km²)
Dregantad e
gorread ar Rouantelezh
Stankter ar boblañs
(annezad dre km²)
Aruba 107,138 0.63% 193 0.45% 538
Curaçao 142,180 0.84% 444 1.04% 309
Izelvroioù* 16,593,001 98.30% 41,848 98.42% 394
- Izelvroioù (Europa) 16,574,989 98.19% 41,526 97.66% 394
- Bonaire 13,389 0.08% 288 0.68% 40
- Saba 1,737 0.01% 13 0.03% 115
- Sint Eustatius 2,886 0.02% 21 0.05% 129
Sint Maarten 37,429 0.22% 34 0.08% 1,146
Banniel an Izelvroioù Rouantelezh an Izelvroioù 16,879,748 100.00% 42,519 100.00% 392

Ur gouarnamant a ra war-dro aferioù Rouantelezh an Izelvroioù. E gwirionez eo kemmesket gouarnamant ar Rouantelezh ha gouarnamant an Izelvroioù. E penn ar stad emañ ar roue pe ar rouanez. Ar roue-se zo e penn ar galloud (regering) e pep hini eus lodennoù ar rouantelezh. En e anv ez eus pep a c'houarnour en Aruba, Curaçao ha Sint Maarten. An aferioù boutin dezho holl eo ar re-mañ:

Evit an traoù all ez int fiziet e gouarnamant pep hini eus ar broioù zo er rouantelezh. Gant pep hini anezho ez eus ur vonreizh hag ur gouarnamant. En emvodoù kuzul ar rouantelezh e kemer perzh ministred an Izelvroioù hag ur ministr a-berzh pep hini eus ar broioù all.

Gant Rouantelezh an Izelvroioù ez eus ur sez er Broadoù Unanet hag ezel eo eus Unaniezh Europa. Nag Aruba na Curaçao na Sint Maarten n'emaint e-barzh Unaniezh Europa, met ur statud ispisial o deus enni. Dre m'int keodedourien eus ar Rouantelezh ha dre ma ne vez graet kemm evit se ebet etre broioù ar Rouantelezh ez int holl keodedourien eus Unaniezh Europa.

E 1815 e oa e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù an Izelvroioù zo bremañ, Belgia (pe Zuidelijke Nederlanden, Izelvroioù ar C'hreisteiz) ha Dugelezh Veur Luksembourg. Dre ul liamm personel e oa stag an trede bro ouzh ar rouantelezh : dug meur Luksembourg e oa roue an Izelvroioù. Ouzhpenn se e oa trevadennoù gant ar rouantelezh en Amerika hag en Azia : Surinam hag an Antilhez Nederlandat, hag Indez Nederlandat ar Reter, zo deuet da vezañ Indonezia bremañ.

E 1830 e voe distaget Belgia diouzh ar Rouantelezh.

Goude marv ar roue Willem III e 1890 ne gendalc'has ket an unaniezh personel etre Luksembourg hag ar rouantelezh abalamour ma oa doareoù disheñvel da gaout ar gurunenn en hêrezh : E Luksembourg ne c'halle ket ur vaouez mont da zugez veur ma c'halle bezañ rouanez an Izelvroioù. Setu ma tremenas an Dugelezh Veur gant ur skourr all eus ar familh Nassau, pa zeuas Wilhelmina da vezañ rouanez an Izelvroioù.

E 1949, goude ur brezel dieubidigezh a badas pevar bloaz, e teuas Indez ar Reter da vezañ ur stad dizalc'h. Ginea-Nevez ar C'hornôg a chomas e dalc'h an Izelvroioù betek 1963, ha neuze e voe staget ouzh Indonezia.

E 1954 e voe degemeret statud Rouantelezh an Izelvroioù, ha drezañ e voe savet ul liamm nevez etre an Izelvroioù en un tu ha Surinam hag an Antilhez Nederlandat en tu all, ul liamm diazezet war ar parder. Emren e teue da vezañ ar broioù er-maez eus Europa tra ma oa karget an Izelvroioù d'ober war-dro o folitikerezh diavaez hag an difenn.

E 1975 e voe kuitaet ar Rouantelezh gant Surinam.

E 1986 e teuas Aruba, a oa betek neuze un enezenn en Antilhez Nederlandat, da vezañ ur stad dizalc'h, met paouezet e voe an argerzh evit dont da vezañ ur riez.

E miz Here 2010 eo bet divodet an Antilhez Nederlandat. Deuet eo Aruba, Curaçao ha Sint Maarten da vezañ izili da vat eus ar Rouantelezh, e-kichen an Izelvroioù, tra m'eo deuet an inizi all, Bonaire, Sint Eustatius ha Saba, da vezañ unanet ouzh an Izelvroioù, gant ur statud kumunioù emren.

Rouaned an Izelvroioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]