Boureverezh

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Binvioù boureviñ.
Merzherinti santez Apollonia, boureviet gant ar Romaned.

Ar boureverezh, pe boufonerezh, pe jahinerezh, eo an droug a vez graet da gorf un den bev. En Istor eo bet implijet evel kastiz. Hiziv eo kontrol ar boureverezh da wirioù Mab-Den.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e veze boureviet an dud en anv ar justis hag al lezenn. Hiziv an deiz e vez graet e-kuzh e stadoù zo, diktatouriezhioù anezho peurvuiañ, pe e-pad brezelioù.

Hiniennoù zo a blij dezho boureviañ, pe boufoniñ, pe jahinañ tud all, dre fallagriezh pe dre gleñved-spered.

Kondaonet e vez ivez an dud o devez boureviet loened.

Ar jahinerezh a zo ar redi mennidik evit lakaat an dud da c'houzañv a-benn tennañ titouroù diganto. Mont a raer a-wechoù betek lazhañ an den aterset. Spontus eo an doareou d'ober. Paouez a ra ar jahinerezh pa lâr an den jahinet ar pezh a vez goulennet digantañ pe pa varv.

Doareoù liesseurt ar jahinerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar jahinerezh a c'hell evit saragañ an dud:

  • implijout doareoù feuls, skeiñ, ar "gégène" a zo ur benveg jahinerezh oc'h implijañ tredan.
  • implijout danvezioù a bep seurt kimiel, dour...
  • implijout doareoù psikologel dre ar c'homz.

Efed hag efedusted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

«Ar poanioù gouzañvet a vez alies muioc'h bredel eget korfel. Degas a ra ar boureverezh kalz a gasoni ha a c'hoant bezañ digollet.», hervez Robert Bonnaud e-barzh an Inrockuptibles. Alies e vez gwashoc'h ar boureviañ dre gomz eget ar bresañ korf.

Ar Jahinerezh dre al lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar jahinerezh dre al lavar a zo un doare all a jahinerezh. Graet e vez dre lavarout traoù d'an dud evit kendrec'hiñ anezho. Kalz a bredoniezh e vez implijet evit kendrec'hiñ an dud. Abaoe pell e veze graet gant ar jahinerezh dre al lavar.

Binvioù jahinañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niverus ha liesseurt eo ar binvioù jahinañ.