Mont d’an endalc’had

Manav

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Manav)
Ellan Vannin
Enez-Vanav
Banniel Manav ardamezioù Manav
Banniel ardamezioù
Ger-stur : Quocunque Jeceris Stabit
Kan broadel: Arrane Ashoonagh dy Vannin
Lec'hiadur Manav
Lec'hiadur Manav
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Doolish (Douglas)
54°09′N 4°29′E
Yezh(où) ofisiel saozneg
manaveg
Gouarnamant Stag ouzh ar Gurunenn
abaoe 1765
 - Rouanez Elizabeth II
 - Gouarnour Adam Wood
 - Penn ar gouarnamant Howard Quayle
Gorread
 - Hollad 572 km² km² (196)
 - Dour (%) 0
Poblañs
 - istimadur 2006 84,655 ()
 - Stankter 148/km² (77)
PDK (PGP) 2010 (istim.) (istimadur)
 - Hollad $2.113 milliard (162)
 - Keidenn $35,000 (11/12)
Moneiz Lur Manav (zo par d’al lur sterling) (GBP)
Gwerzhid-eur (UTC+0)
+1
Kod kenrouedad .im
Kod pellgomz +44b

Manav (Mannin e manaveg), pe Enez-Vanav (Ellan Vannin), a zo un enezenn e Mor Iwerzhon, etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. An hini vihanañ eus ar broioù keltiek eo. Stag eo ouzh kurunenn ar Rouantelezh Unanet (British Crown Dependency), met n'eo ket un darn eus Rouantelezh-Unanet, hag er-maez eus Unaniezh Europa emañ.

Ar manaveg eo yezh orin ar vro, met ar saozneg eo ar yezh komzet pennañ.

Un enezenn en enezeg Breizh-Veur eo Enez Vanav. Hanter-hent emañ etre Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. War-dro 48 km hed hag etre 13 ha 24 km led eo, gant ur gorread war-dro 572 km². Meneziek a-walc’h eo an enez : ar menez Sniaul (Snaefell) eo ar poent uhelañ (620 m). Hervez ur c’hrennlavar kozh e c’heller gwelout seizh rouantelezh eus kern ar menez-se : Manav, Skos, Bro-Saoz, Iwerzhon, Kembre, an Neñv hag ar Mor.

Enez Vanav

Niverus eo ar stêrioù (Awin ghlas, Awin Dhoo, Awin Neb, Awin Stondane …). Meur a borzh zo a-hed an aod. Ha meur a enezenn vihan zo ivez en-dro da Enez Vanav : war unan anezho, Yn Cholloo (Calf of Man), ez eus tud o chom. N’eus nemet en hanternoz, eus tu Skos, eo plaen a-walc’h an douaroù, e-kichen ar beg-douar anvet Kione ny hAarey (Point of Ayre).

  • Plin. NH IV,103 ː MONAPIA
  • Ptol. II, 2, 10 ː Μονάοιδα ( = MONAOEDA) / Μονάρινα (= MONARINA)
  • Ravenna 10819 ː MANAVI
  • Orosius I, 2, 82 ː MEVANIA
  • Julius Honorius 16 ː MEVANIA / MEBANIA / MEUBANIA
  • Jordanes I, 8 ː MEVANIA / EVANIA
  • Beda, II, 5 ː Mevanias

--------

Talvoudegezh ː "The sense is 'mountain island' or 'high island' "= enezenn meneziek / uhel[1]

Gant Kelted e oa poblet Enez Vanav en Henamzer. Lodek e oa e sevenadur ar Ouezeled en em astenne betek an VIIIvet kantved eus su Iwerzhon betek norzh Bro-Skos. Tamm-ha-tamm en em stalias Vikinged er broioù-se etre 700 ha 900. Dont a reas an enezenn da vezañ ur rouantelezh viking en IXvet kantved. Rouantelezh viking Manav hag an Inizi a voe savet gant Godred Crovan, pe Gorree, e 1079. E-pad ur pennad en em astennas ar rouantelezh-se betek lec’hioù zo war aod reter Iwerzhon. Chom a reas Enez Vanav e dalc’h rouaned Norvegia, evel an inizi Hebridez. betek an XIIIvet kantved. Da neuze e voe roet gant ar roue Magnus VI da roue Skos, e 1266. Tremen a reas Enez Vanav dindan dalc’h Bro-Saoz er XIVvet kantved. Daoust da emsavadegoù evel hini Illiam Dhone er XVIIvet kantved, an enez a zeuas da vezañ stag da vat ouzh Rouantelezh Breizh-Veur e 1765, pa zeuas ar roue saoz da vezañ Aotrou Manav. Al lesanv noblañs-se zo chomet gant ar rouaned a zo bet abaoe hag hiziv c’hoazh ez eo an titl a roer d’ar rouanez Elizabeth II.

Gellout a reer lavarout emañ parlamant koshañ ar bed en Enez Vanav : an Tinvaal (saozneg : Tynwald) a voe savet e 979. Parlamantoù Island (Althing) ha hini an Inizi Faero (Løgting) a voe savet abretoc’h c’hoazh, met n’o deus ket kendalc’het dizehan betek hiziv pa’z eus bet un troc’h etre 1800 ha 1845 evit an hini kentañ, hag etre 1816 ha 1852 evit an eil. Dont a ra an anv Tinvaal (saozneg : Tynwald) eus an norseg Thing Vollr, bodadeg ar bobl.

Div gambr a zo ennañ : Yn Chiare as Feed (The house of Keys e saozneg), gant tud dilennet war-eeun hag ar C'huzul lezennel anvetYn Choonceil slatttyssagh (The legislative council e saozneg) dilennet dieeun.

Ur sevenadur gouezelek a oa da gentañ gant Manav, levezonet kalzik gant sevenadur ar Vikinged. Ur yezh eus skourr ar yezhoù gouezelek eo ar manaveg (Gaelg), tost a-walc’h da ouezeleg Skos ha d’an iwerzhoneg. Ur wech staget an enez ouzh Bro-Saoz eo bet kemeret plas ar manaveg gant ar saozneg, evel yezh pennañ ar gevredigezh. En XXvet kantved ne chome ket kalz a vanavegerien a-vihanik ken ha mervel a reas an hini diwezhañ, Ned Maddrell, e 1974. Met abaoe an XXvet kantved ez eus un doare adsav, gant tud a zesk manaveg da eil yezh, ha bremañ ez eus adarre bugale desavet er yezh-se. Hervez an niveradeg diwezhañ e vije 27 manaveger a-vihanik ha 650 den all hag a gomz ar yezh.

Embannet e vez lezennoù an Tinvaal en div yezh, saozneg ha manaveg. Abaoe ar bloavezhioù 1990 eo kresket an niver a skolioù a gelenn ar manaveg evel eil yezh ha war-dro 30% eus ar vugale a zeskfe ar yezh er skol. Yn Çheshaght Ghailckagh eo anv an hini vrasañ eus ar c’hevredigezhioù a zifenn ar manaveg, oc’h embann levrioù hag oc’h aozañ kentelioù evit an oadourien. Un aozadur damofisiel zo bet savet gant gouarnamant Manav evit broudañ ar yezh, Coonceil ny Gaelgey ; gantañ e vez troet al lezennoù e manaveg.

Gwechall e veve an enezidi diwar al labour-douar hag ar peskerezh. Hiziv c’hoazh ez eo brazik a-walc’h pouez ar gennad kentañ en enez, met evit magañ an enezidi eo nemetken. Diwar an touristerezh hag ar bankerezh e vev Enez Vanav bremañ. Gant he saviad politikel, koulz er Rouantelezh-Unanet hag en Unaniezh Europa, eo deuet an enez da vezañ ur meni paradoz kemedel, gant e-leizh a gompagnunezhioù eus Europa a zeu d’en em staliañ eno. Gant se e kresk buan prizioù an tiez hag an douar, diwar-goust an dud genidik eus an enez.

Un drederenn eus poblañs an enez a zo o chom er gêr-benn Douglas (Doolish).

Stag ouzh Kurunenn Breizh-Veur eo an enez, met ur reizhiad politikel dezhi hec'h-unan he deus. Ar Rouantelezh-Unanet zo e karg eus difenn an enez hag an darempredoù etrebroadel. Evit kement tra a denn d’ar vuhez diabarzh emañ ar galloud gant parlamant an enez. Dileuriet eo rouanez (pe roue) ar Rouantelezh-Unanet gant ul Letanant gouarnour hag a zo degemeret gant ar parlamant, an Tinvaal (Tynwald). Gant Lez Uhel Torgenn Tinvaal (High Court of Tynwald Hill/Ard-whaiyl Tinvaal) emañ ar galloud lezennel. Enni ez eus div gambr : an House of Keys/Chiare as Feed, gant 24 ezel dilennet gant mouezhiadeg an holl, hag al Legislative Council/Yn Choonceil Slattyssagh, ennañ unnek ezel dilennet e-touez ar re gentañ.

He moneiz dezhi he deus an enez : al Lur Manavat, a zo par he zalvoudegezh da hini al lur sterling.

Plakenn varilh Enez Vanav

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma’z eus strolladoù politikel n'int ket gwall greñv ha tud dilennet war o anv eo an darn vrasañ eus izili ar parlamant.

Ur strollad politikel, Mec Vannin, a c’houlenn e teufe an enez da vezañ ur republik dezhi ur riegezh vroadel leun. Ur Strollad al Labour zo ivez, distag diouzh Strollad Labour Breizh-Veur. D’ur poent e oa ivez ur Strollad Broadel Manavat hag ur Strollad Komunour Manavat. Ar c’haozioù politikel pouezusañ a denn d’ar plas zo gant gennad an arc’hant hag ar bankoù war an enez, da briz an douaroù hag an tiez ha d’ar manaveg. An darn vrasañ eus izili House of Keys/Chiare as Feed n’int ezel eus strollad ebet (votadeg 2006), unan anezho zo ezel eus Strollad al Labour Manav ha daou zo izili eus an Alliance for Progressive Government, ha daou all eus ur strollad nevez anvet Liberal Vannin Party.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (dindan renerezh) Tadhg O hIfearnáin, L’Île de Man – Enez Vanav, Skol-Uhel ar Vro, 1998.
  • Godfrey Baldacchino & David Milne, Lessons from the political economy of small islands. The resourcefulness of jurisdiction, Macmillan, 2000 (Åland, Faero, Island, Manav, an Douar-Nevez, Enez ar Priñs Edward)
  • Edward Faragher, Ma buhez en Enez Vanao, troet gant P. ar Besko, Emgleo Breiz, 2006.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982