Tinvaal

Eus Wikipedia
Banniel Ard-whaiyl Tinvaal
Lec’hienn gentañ Ard-whaiyl Tinvaal

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ard-whaiyl Tinvaal e manaveg, High Court of Tynwald e saozneg, eo parlamant Enez Vanav. Div lodenn zo ennañ, hag a vez o sezañ pep hini diouzh he zu pe a-gevret a-wechoù : Kiare as Feed ("pevar warn-ugent", anvet House of Keys, "Ti an Alc’hwezioù" e saozneg), gant izili dilennet war-eeun, hag Yn Choonseil Slattyssagh (ar c’huzul lezenniñ, Legislative Council e saozneg). Kontet eo an Tinvaal da vezañ ar vodadenn lezenniñ goshañ er bed, dre ma vije bet savet tremen mil bloaz zo[1].

Sezañ a ra an div gambr asambles ur wech ar bloaz da zeiz an Tinvaal (Laa Tinvaal) e Balley Keeill Eoin (St John's), er-maez ; da-geñver degouezhioù all e vezont bodet asambles ivez, en ur savadur e Doolish (Douglas), kêr-benn ar vro, da blediñ gant politikerezhioù ar gouarnamant. A-hend-all e vezont o labourat disparti, gant Kiare as Feed o studiañ ar c’hinnigoù lezennoù hag ar C’huzul lezenniñ oc'h adwelet anezho.

An anv Tinvaal, evel ar ger islandek Þingvellir, a zeu eus ar ger norsek Þingvǫllr a dalvez kement ha "lec’h ar vodadenn", diwar vǫllr, park, ha thing (bodadenn).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Tynwald