Mec Vannin

Eus Wikipedia

Mec Vannin ("Mibien Vanav") a zo ur strollad broadelour diazezet en Enez-Vanav, ha bet krouet e 1962. Goulenn a ra ma vo torret ar statud a Zalc'h Kurunenn Breizh-Veur a zo gant Enez-Vanav bremañ hag he lakaat d'ur republik dizalc'h.

Setu palioù pennañ ar strollad:

Gounit an dishualded vroadel evit Enez-Vanav gant ur stumm gouarnamant republikan. Difenn ha kas war-raok Enez-Vanav. Gwareziñ gwirioù hiniennel ha boutin he fobl.

E dilennadegoù 1976 e kinnigas dek danvez kannad. Unan nemetken a voe dilennet, Peter Craine. MHK nemetañ Mec Vannin e chom, daoust ma oa aet meur a ezel kozh ar strollad, evel Phil Gawne ha Hazel Hannan da MHK goude ma oant aet kuit eus ar strollad.

Mont kuit a reas Peter Craine eus ar strollad e 1977 da grouiñ e strollad dezhañ e-unan, Manx National Party. Nebeut a verzh en deus bet avat ha divodet eo bet e 1981.

Embann a ra ar strollad ur gazetennig div wech bep bloaz: Yn Pabyr Seyr Yn Pabyr Seyr en linenn.

Kargidi bennañ ar strollad:

  • Prezidant - Bernard Moffatt
  • Kadoriad- Mark Kermode

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Manav ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ