Mont d’an endalc’had

Inizi Gall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hebridez)
An inizi Gall, a zo div lodenn anezho: an inizi "diabarzh", tost d'an douar-bras, hag an inizi "diavaez".

An Inizi Gall pe an Hebridez (Na h-Innse Gall e gouezeleg Skos, Hebrides e saozneg), a zo un enezeg e kornaoueg Bro-Skos, er Meurvor Atlantel. Al lodenn eus Bro-Skos ma vez komzet ar muiañ a ouezeleg eo an inizi-se.

Rannet eo an enezeg e div rann vras gant ar mor:

  • lod eus an enezeg zo tostik d'an douar-bras, er reter, hag ar re-se eo an "inizi diabarzh", pe Na h-Eileanan a-stigh e gouezeleg, Inner Hebrides e saozneg;
  • al lod all, pelloc'h er c'hornôg, eo an "inizi diavaez", anvet en-ofisiel Na h-Eileanan Siar, hag a zo Outer Hebrides e saozneg.

Etre inizi ar c'hornôg ha re ar reter ez eo ledanoc'h ar mor eget etre an douar-bras hag an inizi. Ur mor bihan zo aze eta, ha tri anv a vez graet anezhañ:

Anvet int an Inizi Gall abalamour ma'z int bet e dalc'h ar Skandinaved e-pad pell. Graet e veze "Gall" (ar memes ger ha "gall" brezhonek) eus an dud-se e gouezeleg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.