Beàrnaraigh na Hearadh
Neuz
- Ur bajenn disheñvelout Beàrnaraigh zo ivez.
Beàrnaraigh na Hearadh[1] pe Beàrnaraigh hepmuiken, pe c'hoazh Beàrnaraigh Uibhist (Berneray e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall pellañ e gwalarn Bro-Skos. Emañ en norzh da enez Uibhist a Tuath.
Beinn Shlèibhe eo poent uhelañ an enezenn, 93 metr a-us live ar mor.
Tud zo o vevañ e Beàrnaraigh abaoe Oadvezh an Arem d'an nebeutañ. E 2001 e oa 136 a annezidi. Abaoe 1999 eo liammet an enezenn ouzh Uibhist a Tuath war-bouez ur chaoser. A-raok e oa ul linenn bigi-treizh etre an enezenn vras hag an hini vihan.