Leòdhas

Eus Wikipedia
Enez Leòdhais

Leòdhas ([ʎɔː.əs̪]) pe Eilean Leòdhais (distaget [elan ʎɔː.əʃ], "Enez Leòdhas") a zo rann hanternoz un enezenn a Skos (anvet Lewis e saozneg). Na Hearadh eo anv kreisteiz an enezenn (Harris e saozneg), goude ma n'eus nemet un enezenn en holl e gwirionez, staget an div lodenn anezhi gant un erv, ha hi an hini vrasañ eus an Inizi Gall pellañ (Na h-Eileanan Siar e yezh ar vro). Izeloc'h eo douaroù Leòdhas eget re Na Hearadh, a zo meneziek.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peulvanoù Calanais e Leòdhas

Kêr nemeti Leòdhas eo Steòrnabhagh (Stornoway e saozneg).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hoari gwezboell kozh a voe kavet e Leòdhas er bloaz 1831.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steòrnabhagh (Stornoway) eo ar gêr vrasañ, hag ar porzh: alese ez eer da Ulapul a zo e douar-bras Bro-Skos.

E niveradeg 2001 e oa 16 872 a dud e Leòdhas. Saozneg eo ar yezh ofisiel met skritelloù e gouezeleg zo ha 60 % eus an dud a gomz ar yezh.

Echedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo e bed ar c'hoarierion echedoù abalamour da bezhioù echedoù Leòdhas bet kavet en enezenn.

Echedoù Leòdhas


Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]