Diùra
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Diùra eo anv gouezelek un enezenn eus Bro-Skos (Jura e saozneg), unan eus an Inizi Gall, e kornôg ar vro. E rannvro Argyll ha Bute emañ hiziv.
Etre Enez Ìle, er mervent dezhi, ha douar-bras Bro-Skos emañ. Kement hag Ìle eo ivez.
Menezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sgurr na Cìche (Paps of Jura e saozneg) a vez graet eus menezioù uhelañ an enez. Setu anv tri anezho:
- Beinn an Òir (Menez an aour), 785 metr, eo an uhelañ anezho.
- Beinn Shiantaidh (Menez santel)
- Beinn a' Chaolais (Menez ar strizh-mor) eo an izelañ anezho.
Gwelet e vezont a-bell, eus Maol Chinn Tìre (Mull of Kintyre) zoken, ha pa vez sklaer, eus Skye hag Iwerzhon.
Wiski[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Graet e vez ur wiski anvet Jura en enez. Techet eo an everien da gavout gwell hini an enez amezek.
Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jura.