Cearrara
Neuz
Cearrara (distaget [ˈkʰʲɛrˠəɾə] e gouezeleg ; Kerrera e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall tostañ, e gwalarn Bro-Skos. Emañ dirak kêr An t-Òban (Oban). E 2016 e oa 45 den o chom war an enezenn. Carn Breugach eo ar poent uhelañ warni (189 metr uhelder).
Ur c'hastell dismantret, Caisteal nan Goibhlean (Gylen Castle)[1], zo e kreisteiz an enezenn ; savet e oa bet e 1582. E Cearrara e oa marvet ar roue Aleksandr II Bro-Skos e 1249.
Hiziv e vev an enezourien diwar an touristerezh hag al labour-douar (sevel deñved dreist-holl).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Iain Mac an Tàilleir (pdf), "Placenames“, p.60, Pàrlamaid na h-Alba