Enez Cara

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cara, gwelet eus an oabl

Enez Cara zo un enezennig er-maez da Cinn Tìre e Bro-Skos, ha 132 devezh-arat enni. Didud eo abaoe ar bloavezhioù 1940.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cara zo ur c'hardlev eus Gigha. Mont di a reer eus Gigha, pa gaver unan bennak prest da vageal.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn eus ar bloaz 1654. Gigha ha Cara er c'hreiz. Emañ ar c'hornôg en nec'h.

D'an 22 a viz Gwengolo 1940 e voe kaset al lestr Aska d'ar strad war gerreg gwalarn an enezenn goude tizhet gant kirri-nij alaman.

Tasmant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerreg a zo, tre e kreisteiz an enezenn, a zo anvet Broonie's Chair, "kador Broonie". Un tasmant eo, ha ne gar ket gwelout tud oc'h azezañ en e gador. Evit-doare e kas gantañ ar re a gred ober.

Anv-badez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cara a dalvez kement ha "muiañ karet" . Un anv plac'h, boutin a-walc'h, eo Cara er c'hornad, ha brudet e Skos. War a seblant eo aet ar brud betek SUA .

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]