Ìle

Eus Wikipedia
Ìle, er c'hreisteiz d'an Inizi Gall
Kartenn an hentoù en Ìle.

Ìle eo anv gouezelek (distagadur IPA: [ˈiːlʲə]) un enezenn eus an Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos, a vez graet Islay (distagadur IPA: [ˈaɪlə]) anezhi e saozneg. An anv gouezelek eo a gaver e-barzh Caol Ila, anv unan eus an dourennoù na dorront ket ar sec'hed met a zigor d'an den dorioù meur a baradoz, ar wiski.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eo ar greisteisañ eus an Inizi Gall tostañ, ha Banrìgh nan Eilean (rouanez an inizi) a vez graet anezhi. E kontelezh Argyll emañ, er c'hornôg da Enez Diùra, ha tostik dezhi, 40 km en hanternoz da aod Iwerzhon a weler pa vez digatar an oabl. Ul ledenez zo er c'hornog, hag Na Roinn Ileach a vez graet anezhi, pe The Rinns of Islay, e saozneg. 619,56 km2 zo dezhi, ha gant-se eo pempvet brasañ enezenn Skos.

Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêr-benn an enez eo Bogha Mòr (Bowmore), hag a zo enni, ouzhpenn ul labouradeg wiski, un iliz kelc'hiek, e Cill A-Rubha.

Port Ìlein avat eo al lec'h tudetañ.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpennik 3 000 a dud zo en Ìle. Ìleach, distaget[ˈiːləx], a vez graet eus un den eus an enezenn, hag Ìlich eus an dud. Gouezeleg a vez komzet gant un den diwar dri.

Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laboused e-leizh zo enni, ha dreist-holl. E miz C'hwevrer dreist-holl e teu an dud da welout ar gwazi gouez ha da dañva wiski an enezenn, div stivell an douristelezh eno.

Port an Eilein


Baradoz ar wiski[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Obererezh bras an enezenn eo an aozañ wiski diwar malt. Brudet eo anvioù Ardbeg, Lagavulin, Laphroaig, Bowmore, Caol Ila, Bunnahabhain, Bruichladdich. An holl anezho a zo blaz an taouarc'h warno. Kreñvoc'h eo avat en tri meneget da gentañ. Everien wiski touet zo a lavar eo al lec'h tostañ d'ar baradoz, ha gwelet ez eus bet lod o chom da hunvreal, digomz ha divanne, dirak ur gartenn eus an enezenn, warni ar seizh anv santel meneget uheloc'h.

Un aerborzh zo en enezenn, ma c'haller mont bemdez da C'hlasc'ho. Gant al lestr-treizh ez eer ac'hano da Scallasaig (Colonsay), Ceann na Creige (Kennacraig) (e ledenez Cinn Tìre (Kintyre)) ha d'an enez amezek Diùra (Jura).

Klouarikoc'h eo hin an enezenn eget hini douar-bras Bro-Skos en abeg d'ar Gulf Stream.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un enezenn labourerien-douar eo bet Ìle. Ha gouezeleg a veze ganto pa'z aent da labourat el labouradegoù wiski, dalc'het gant saoznegerien. War ziskar ez ae buan ar gouezeleg er bloavezhioù 1960. Hiziv e chom yezh 23% a dud, met tud kozh dreist-holl.

Ur vagouri ouezelek a voe savet e 1986. E 2002 e oa bet savet Ionad Chaluim Chille Ìle, ur greizenn deskiñ, en ospital kozh. Eno e vez kelennet sonerezh (pib-meur), kan, skrivañ. Ul laz-kanañ gouezelek a zo e Port Ìlein.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ArMen, niverenn 157. Pennad gallek diwar-benn Ìle.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]