Ardbeg

Eus Wikipedia
Strilherezh Ardbeg
"Ar skritell e toull ar porzh"
Ardbeg Renaissance, unan eus ar seurtoù aozet el labouradeg
Ur voutaihad Ardbeg gwelet a dost

Ardbeg zo ur wiski single malt aozet ha savet en ur strilherezh en arvor kreisteiz Ìle, unan eus Inizi Gall, e Bro-Skos. ‎Ar re all, Laphroaig ha Lagavulin, zo brudetoc'h marteze. Tud Ardbeg a lavar e reont an taouarc'hekañ wiski en enezenn, hag e reont gant heiz kellidet eus stal Port Ellen, e dalc'h ar gompagnunezh veur Diageo. Rener ar strilherezh e oa an aotrou Stuart Thomson eus 1997 betek 2006. D'an 12 a viz meurzh 2007 eo deuet Michael "Mickey" Heads, rener Jura, da gemer war e lerc'h

Brudet eo blaz Ardbeg, blaz an taouarc'h hag ar moged. Daoust d'ar c'hwezh kreñv, d'ar blaz pinvidik, da nerzh an alkool, eo c'hwek da dañva, ha pell e pad ar saour er genoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet strilherezh Ardbeg en 1815, but was mothballed in 1981 pa voe ehanet ganti. Adkroget e voe goustad e 1989, ha kendalc'het well-wazh betek dibenn 1996. Prenet hag addigoret e voe e 1997 gant Glenmorangie Plc, hag adkrog d'ober wiski e dibenn Mezheven 1997, ha dreist-holl adalek 1998.

Meuleudi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh ar Whisky Bible 2008 eo bet lakaet da World Whisky of the Year[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Island whisky wins top accolade. Kavet : 18-11-2007.


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]