Mont d’an endalc’had

Port Sgioba

Eus Wikipedia
Gwel eus Port Sgioba

Port Sgioba zo ur gêriadenn e Na Roinn Ileach, war lez Loch an Dàla, en Enez Ìle, unan eus Inizi Gall Bro-Skos. E 1828 e voe diazezet. Port Charlotte eo an anv saoznek, deuet diwar anv pried Lord Frederick Campbell.
Savet e oa bet an tier, livet e gwenn hiriv, evit labourerien strilherezh wiski Lochindaal, a zo bet serret e 1929.
Lod eus ar savadurioù zo aet d'ober un ti-lojañ d'ar veajerien yaouank (Youth Hostel and Wildlife Centre). Lod all zo aet d'ober ur c'harrdi, ha kaoz zo da zigeriñ ur strilherezh nevez ennañ. Lod all c'hoazh zo implijet gant strilherezh Bruichladdich a zlee digeriñ strilherezh Port Sgioba e miz Meurzh 2007. Ur mirdi zo bremañ en iliz kozh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.