Wiski Ìle
Neuz
Wiski Ìle zo wiski graet en Enez Ìle, ar greisteisañ eus an Inizi Gall, e kornôg Bro-Skos. 8 strilherezh a yae en-dro e 2012.
Strilherezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar strilherezhioù a ya en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strilherezh | Distagadur | Troidigezh an anv gouezelek | Bloavezhioù labour | Lec'h | Notennoù |
---|---|---|---|---|---|
Ardbeg | ard-bég | beg-douar bihan | 1815–1981, 1990–1996, 1997– | 5 km er reter da bPort Ìlein | perc'hennet gant Glenmorangie, darn zo "blended" evel Wardhead |
Bowmore | bo-môr | roc'h vras | 1779– | e Bogha Mòr, kêr-benn an enez | perc'hennet gant Suntory, a werzh wiski malt 7 vloaz evel McClelland's Single Malt |
Bruichladdich | brouc'h-laddi | 1881–1995,‡ 2001– | e lez kornôg Loch an Dàla, a-dal da vBogha Mòr | dizalc'h abaoe ma'z eo addigoret | |
Bunnahabhain | bū-na-ha-venn | aber an avon | 1880/1883– | 4 km en hanternoz da Port Asgaig | perc'hennet gant Burn Stewart, a ra ur blend evit Black Bottle |
Caol Ila | koull-ila | Strizh-mor Ìle (etre Enez Ìle ha Diùra) | 1846–1972,‡ 1974– | 1 km en hanternoz da bPort Asgaig | perc'hennet gant Diageo |
Kilchoman | kil-c'homan | Iliz St. Comman | 2005– | War aod ar Meurvor Atlantel | Kentañ strilherezh nevez-flamm abaoe 1881 |
Lagavulin | lagga-voulin | "Toull ar vilin" | 1742/1816– | 4 km er reter da bPort Ìlein | perc'hennet gant Diageo |
Laphroaig | la-froyg | Toull brav e-tal ar bae ledan | 1815– | 2 km er reter da bPort Ìlein | perc'hennet gant Fortune Brands |
Port Charlotte | — | anvet diwar gwreg Frederick Campbell | 1829–1929, 2007– | e Port Sgioba, 3 km er c'hreisteiz da v-Bruichladdich | perc'hennet gant Bruichladdich |
‡ Nemet e-pad an Enkadenn Veur (~1930–1937) hag an Eil brezel-bed (~1940–1945) |
Strilherezhioù serret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad strilherezhioù zo bet serret en Enez Ìle. Ar vrudetañ eo Port Ellen a zo bet digor etre 1825 ha 1983. Ul labouradeg valtañ zo bepred e Port Ìlein a bourchas heiz kellidet d'ar strilherezhioù hervez o ezhommoù. E miz Meurzh 2007 e voe embannet gant Strilherezh Bruichladdich e vije addigoret strilherezh Port Charlotte hag a oa serr abaoe 1929, hag a oa anavezet ivez evel Strilherezh Lochindaal.
- Achenvoir (a-raok 1816–1818+), en Argyll
- Ardenistle (1837–1849) / Kildalton (1849–1852) / Ìle(1852–1852),
- Ardmore (1817–1835), kemeret gant Lagavulin e 1837
- Daill (1814–1830), a weler an dismantroù anezhi etre Port Asgaig & Beul an Àtha
- Freeport (1847–1847), den ne oar pelec'h
- Hazelburn (1825–?),
- Kildalton (1817–1837), kendeuzet gant Lagavulin
- Killarow (c.1760–1818) / Beul an Àtha (1818–1822), dismantroù anezhi er gêriadenn
- Lochindaal/Port Sgioba/Rhinns (1829–1929), e-kichen Bruichladdich
- Lossit (1821) / Baile a' Ghràna (1826–1860),
- Malt Mill (1908–1960),
- Mulendry (1826–1831), n'ouzer ket pelec'h
- Newton (1818–1825),
- Octomore (1816–1852), dismantroù e-kichen Port Sgioba
- Port Ellen (1825–1929, 1967–1983),
- Scarabus (1817–1818),
- Tallant (1821–1852), en un atant er c'hreisteiz da vBogha Mòr
- Torrylin (?–?), marteze en Arainn