Eilean Arainn
Eilean Arainn (Arran, pe Isle of Arran e saozneg) a zo brasañ enezenn Firth of Clyde, e Bro-Skos, e North Ayrshire. Da goulz niveradeg 2001 e oa 5 058 a dud o chom enni. Seizhvet brasañ enezenn Skos eo, an navet eus Breizh-Veur (ne gonter ket Iwerzhon). Alies e vez meneget gant an Inizi Gall, met hanternosoc'h eo an inizi-se, er c'hornôg da g-Cinn Tìre emañ an hini dostañ.
Eus Enez Arainn e teu Jack McConnell, a zo bet kentañ ministr Bro-Skos.
Douaroniezh ha douarouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an enezenn er Firth of Clyde etre Ayr ha Cinn Tìre. Brodick (anv deuet eus an norseg, bae ledan) eo argêriadenn vrasañ, ha porzh al lestr-treizh eus an douar-bras. Kastell Brodick a zo e dalc'h Dug Hamilton.
Un toullad menezioù zo en hanternoz, hag an uhelañ eo Goat Fell, 874 metr dezhañ.
Kêriadennoù Arran
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Inizi tro-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir enezenn vihanoc'h zo en-dro da Arainn :
- Holy Isle er reter, a-dal da Lamlash
- Pladda, a-dal da aod kreisteiz Arainn
- Tiny Hamilton Isle, en hanternoz da Holy Isle.
- Eilean na h-Airde Baine, er mervent da Arainn, e Corriecravie, zo kerreg stag ouzh Arainn pa vez izelvor.
Inizi all ar Firth of Clyde eo Eilean Bhòid (Bute), Great Cumbrae hag Inchmarnock.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peulvanoù ha krommlec'hioù eus Oadvezh ar maen a zo, evel re Machrie Moor pe Giant's Graves (Bezioù ar Ramzed) uc'h Whiting Bay.
Breserezh Arran
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]The Arran Brewery zo ur vreserezh vihanik krouet e miz Meurzh 2000 e Cladach, e-kichen Brodick. Tri seurt bier a vez graet, e barrikennoù hag e boutailhoù.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marvet eo gouezeleg Arainn gant marv Donald Craig e 1970. Un ti-ar-gouezeleg zo avat, e Brodick, savet e dibenn ar bloavezhioù 1990.
Kestell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kastell Brodick a weler war bilhedoù £20 ar Royal Bank of Scotland ha Kastell Lochranza eo a zo bet kemeret da batrom en Enez Du, levr troioù-kaer Tintin.
Kazetenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]The Arran Banner, krouet e 1974, a zo lennet stank.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù (klikañ evit brasaat anezho)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kuzh-heol war Goat Fell
-
MV Isle of Arran savet evit monedonea etre an inizi .
-
Sorbus arranensis o vleuñviñ en Eglinton Country Park, Irvine.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arran gwelet eus an egor, NASA
- Arran.info - The Isle of Arran Interactive Guide Tourism-related Information and Virtual Tour of Arran
- Isle of Arran Tour and Information
- The Isle of Arran Tourism Directory
- The Isle of Arran Heritage Museum
- The Arran Banner Arran's local newspaper
- Auchrannie Resort Local Tourist Resort & Major Island Employer
- Arran High School
|