Laphroaig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Siminal strilherezh Laphroaig

Laphroaig (distaget [ləˈfrɔɪɡ] pe 'la-froyg') zo anv ul labouradeg wiski skos, en enez Ìle (Islay e saozneg), enez meulet he doureeier hag an evajoù aozet gante, ha labouradeg brudet he dourenn abalamour d'ar blaz taouarc'h kreñv a zo warni, blaz a blij peurliesañ d'ar wazed muioc'h eget d'ar maouezed, a gav gras forzh penaos gant dourennoù al labouradegoù amezek, skañvoc'h warne blaz an taouarc'h, en enez paradozel-hont.

Dont a ra an anv eus ar gerioù gouezelek Lag a'mhor aig a dalvez kement ha « mougev ar pleg-mor».

Blended[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boest ur single malt

Ar wiski na vez ket boutailhet digemmesk (Single malt) a servij d'ober ur blend (meskaj) a gaver er wiskioù marc'had-mat ha divlaz anvet Islay Mist ha Long John.

Da zibab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laphroaig 15 vloaz

C'hwec'h seurt a vez graet , goude ma ne vezont ket kavet holl e gwerzh ken aes ha ken aes:

  • 10 vloaz (40°)
  • 10 vloaz Cask Strength (55,7°)
  • Quarter Cask (48°)
  • 15 vloaz (43°)
  • 30 vloaz (43°)
  • 40 vloaz (43°)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]