Proviñsoù Iwerzhon

Eus Wikipedia
Provinces of Ireland
Cúigí na hÉireann; Provinces of Ireland
Lec'hiadur
Ireland location provinces.svg
  • ██ Laighin
  • ██ An Mhumhain
  • ██ Connachta
  • ██ Ulaidh
  • Stadegoù
    Gorread: 84 421 km²
    Poblañs (2011): 6 241700

    Iwerzhon a oa rannet, ent-istorel, e pevar froviñs (pe "peder froviñs") pe rannvro (cúige en iwerzhoneg, ha province e saozneg): Connachta (saozneg: Connacht), Laighin (Leinster), An Mhumhain (Munster) hag Ulaidh (Ulster). Ar ger iwerzhonek evit ar rannañ-se eo cúige, ar pezh a dalvez "pempvedenn", ar pezh a ziskouez e oant pemp da gentañ: ar pempet hini, Rouantelezh Midhe, a oa bet lakaet e Laighin, gant tammoù staget ouzh Ulaidh. N'eus talvoudegezh melestradurel ebet gant ar proviñsoù bremañ, met un dalvoudegezh istorel ha sevenadurel vras o deus, ha politikel ivez el lavar a-wechoù: lavaret e vez da skouer "ar pevar froviñs" evit ober anv eus Iwerzhon a-bezh, koulz ar Republik ha Norzhiwerzhon a zo e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Un dalvoudegezh o deus e bed ar sport ivez: e rugby da skouer, ez eus pep a skipailh gant ar proviñsoù.

    Banniel ar Pevar Froviñs, gant ardamezioù pep hini: en nec'h, a-gleiz: An Mhumhain; a-zehoù: Connachta; en traoñ: Ulaidh ha Laighin.


    Ar pevar froviñs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Proviñs Banniel Anv saoznek Poblañs (2011) Gorread (km²) Stankter Niver a
    gontelezhioù*
    Pennlec'h
    Laighin
    Cúige Laighean
    Flag of Leinster.svg Leinster 2,504,814 19,800 126.5 12 Dulenn
    Ulaidh
    Cúige Uladh
    Flag of Ulster.svg Ulster 2,106,296 21,882 96.3 9 Béal Feirste
    An Mhumhain
    Cúige Mumhan
    Flag of Munster.svg Munster 1,246,088 24,675 50.5 6 Corgaigh
    Connachta
    Cúige Chonnacht
    Flag of Connacht.svg Connacht 542,547 17,788 30.5 5 Gaillimh
    Notenn 1: * "Niver a gontelezhioù": kaoz a zo eus kontelezhioù hengounel amañ ha neket kontelezhioù melestradurel.