Oscar Wilde

Eus Wikipedia
Oscar Wilde
Oscar Wilde
Oscar Wilde
Obererezh C'hoariva, barzhonegoù, danevelloù
Ganedigezh 16 a viz Here 1854
Dulenn, Iwerzhon Iwerzhon
Marv 30 a viz Du 1900
Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Saozneg
Oberennoù pennañ
The Picture of Dorian Gray (1891)

Sinadur Oscar Wilde Signature.svg

Oscar Wilde (16 a viz Here 1854 e Dulenn - 30 a viz Du 1900 e Pariz) a oa ur c'hoarivaour, ur skrivagner hag ur barzh iwerzhonat hag a skrive e saozneg. Unan eus ar c'hoarivaourien vrudetañ e Londrez e Marevezh Victoria. Goude ur prosez dreistordinal e voe kondaonet evit "dizereadegezh" ha toullbac'het. Tri bloavezh goude e frankizadur e varvas, paour ha torret, e Pariz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1854 Ganedigezh Oscar Fingal O’Flahertie Wills Wilde e Baile Átha Cliath, Iwerzhon
1864 Studioù e Portora Royal School, Inis Ceithleann
1871 Studioù klasel e Trinity College
1874 Studioù klasel e Magdalen College, Oxford
1878 Priz Newdigate evit e varzhoneg Ravenna ; Bachelor of Arts (Bachelouriezh + 3)
1879 Staliet e London
1881 Kentañ embannadur eus e varzhonegoù, Poems
1882 Kelenner en SUA ha Kanada
1883 The Duchess of Padua
1884 Dimezet gant Constance Lloyd goude 6 mizvezh eured ; staliet e Chelsea (London)
1885 Mab kentañ, Cyril ; Wilde a skriv evit ar Pall Mall Gazette
1886 Eil mab, Vyvyan
1887 Pennskridaozer The Woman’s World ; The Canterville Ghost, The Sphinx Without a Secret, Lord Arthur Savile’s Crimes ha The Model Millionaire a zeu er gouloù
1888 Embannadur The Happy Prince and Other Tales
1889 Embannadur The Decay of Lying, Pen, Pencil and Poison, The Birthday of the Infanta ha The Portrait of Mr. W. H. ; Wilde a zilez e garg er Woman’s World
1890 Doare kentañ The Picture of Dorian Gray e Lippincott’s Monthly Magazine ; embannadur The Critic as Artist
1891 Embannadur The Soul of Man under Socialism, Intentions hag A House of Pomegranates; Wilde a gej ouzh Lord Alfred Douglas (Bosie) ; skrivañ a ra Salome e Pariz
1892 Lady Windermere’s Fan c'hoariet e St. James’s Theatre ; Salome zo nac'het an aotre da vezañ c'hoariet ; Wilde askriv A Woman of No Importance
1893 Salome zo embannet egalleg ; A Woman of No Importance zo c'hoariet en Haymarket Theatre ; Wilde a skriv An Ideal Husband ; embannadur Lady Windermere’s Fan
1894 Salome zo troet hag embannet e saozneg ; embannadur The Sphinx hag A Woman of No Importance
1895 An Ideal Husband zo c'hoariet en Haymarket Theatre ; The Importance of Being Earnest zo c'hoariet e St. James’s Theatre ; Wilde a gav kartenn Markizez Queensberry en Albermarle Club, a c'hounez ma vefe arrestet ar varkizez diwar damall a wallvruderezh ; didamallet eo ar varkizez el lezvarn ; Wilde zo arrestet, tamallet a zarwantad revel, kondaonet da zaou vloavezh labourioù ret ha bac'het e Pentonville, treuzkaset da Wandsworth hag en diwezh da Reading Gaol. E miz Du e tisklêrias banktorradur e vadoù.
1896 Marv Lady Wilde, e vamm ; Salome zo c'hoariet e Pariz
1897 Aozadur De Profundis ; Wilde zo divac'het ; kemer a ra an anv Sebastian Melmoth hag e ya d'em em staliañ e Bro-C'hall, e Berneval (Seine-Maritime) ; diwezhatoc'h e ya da Napoli da-fgaout Lord Alfred Douglas
1898 Staliadur e Pariz ; embannadur The Ballad of Reading Gaol ; marv e wreg Constance
1899 Embannadur The Importance of Being Earnest hag An Ideal Husband ; Wilde a ya da lojañ en Hôtel d’Alsace e Pariz
1900 Oberataet ez eus ur skouarn da Wilde en e gambr el leti ; badezet eo hervez lid an Iliz katolik roman ; d'an 30 a viz Du e varv diwar bilhonfo ; beziet eo e bered Bagneux (Hauts-de-Seine)
1906 Torret eo ar banktorradur warmadoù Oscar Wilde
1909 Relegoù Wilde zo dilec'hiet eus Bagneux da vered arPère Lachaise e Pariz
1912 Ur monumant gant Jacob Epstein (1880-1959) so savet war ar bez

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Oscar Wilde o labourat", ludresadenn gant Aubrey Beardsley (1914)

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ravenna (1878)
  • Poems (dastumad 19 barzhoneg, 1881)
  • The Sphinx (1894)
  • Poems in Prose (dastumad 6 barzhoneg, 1894)
  • The Ballad of Reading Gaol (1898)

Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Vera, or, The Nihilists (1880-1882)
  • The Duchess of Padua (1883)
  • Lady Windermere's Fan (1892)
  • A Woman of No Importance (1893)
  • An Ideal Husband (1895)
  • The Importance of Being Earnest (1895)
  • Salomé (1896)[1]
  • La Sainte Courtisane (diechu)
  • A Florentine Tragedy (diechu)

Romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Picture of Dorian Gray (1890-1891)[2]

Danevelloù berr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Happy Prince and Other Tales (1888), un dastumad kontadennoù :
    • The Happy Prince
    • The Selfish Giant
    • The Nightingale and the Rose
    • The Devoted Friend
    • The Remarkable Rocket
  • A House of Pomegranates (1891), un dastumad kontadennoù :
    • The Young King
    • The Birthday of the Infanta
    • The Fisherman and His Soul
    • The Star-Child
  • Lord Arthur Savile's Crime and Other Stories (1891), un dastumad kontadennoù :
    • Lord Arthur Savile's Crime
    • The Canterville Ghost
    • The Sphinx Without a Secret
    • The Model Millionaire
    • The Portrait of Mr. W. H.

Arnodskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Philosophy of Dress (1885)
  • The Decay of Lying (1889), adembannet en Intentions (1891)
  • Pen, Pencil and Poison (1889), adembannet en Intentions (1891)
  • The Soul of Man under Socialism (1891), adembannet e The Soul of Man (1895) gant O.Wilde e-unan
  • Intentions (1891), dastumad arnodskridoù :
    • The Critic as Artist
    • The Decay of Lying
    • Pen, Pencil and Poison
    • The Truth of Masks
  • Phrases and Philosophies for the Use of the Young (1894)
  • A Few Maxims For The Instruction Of The Over-Educated (1894, disin)

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh kontadenn zo el levr : "Ar ramz fallagr" (The Selfish Giant), "Tasmant Kanterville" (The Canterville Ghost), "Ar mignon mad" (The Devoted Friend), "Ar Priñs laouen" (The Happy Prince), "Eur fuzeen ispisial" (The Remarkable Rocket), "An eostig hag ar rozenn" (The Nightingale and the Rose) hag "Ar bugel steredenn" (The Star-Child).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skrivet e galleg e 1891, troet e saozneg gant Lord Alfred Douglas e 1894, c'hoariet e 1896.
  2. Embannet da gentañ er gelaouenn Lippincott's Monthly Magazine e miz Gouere 1890, met kemmet a-leizh e oa bet ar skrid ; Oscar Wilde a embannas e 1891 ur gentel adwelet eus ar romant, gant ur rakskrid. E 2012 e voe embannet The Uncensored Picture of Dorian Gray gant Harvard University Press. Kavet : 11/02/2023. .