Katalonia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Katalonia
Catalunya (ca)
Catalonha (oc)
Cataluña (es)
Banniel Katalonia Ardamezioù Katalonia
(Banniel Katalonia) (Ardamezioù Katalonia)
Lec'hiadur Katalonia
Kan broadel Els Segadors
Yezhoù ofisiel katalaneg, okitaneg, spagnoleg
Kêr-benn Barcelona
Gouarnamant
Doare Gouarnamant emren
en ur monarkiezh bonreizhek
Statud emrenerezh 9 a viz Gouere 1932
18 a viz Gwengolo 1979
9 a viz Eost 2006 (e pleustr)
Framm Generalitat Katalonia
Prezidant Freuzet gant Spagn
Dindan renerezh bez-Kentañ Ministrez
Carles Puigdemont (PDeCAT) en harlu
Kambr
Prezidant
Parlamant Katalonia
Roger Torrent
Stummañ 988
(Kontelezhioù katalan)
1137
(Unvaniezh gant Aragon)
1283
(Bonreizhioù katalan)
1469
(Unvaniezh gant Kastilha)
1716
(Dekredoù Nueva Planta)
Gorread
-Hollad
-Dour

32114 km²
Poblañs
-Stankter
7504008 (2015)
234 km²
PDB 204.189.000.000 € (2015)

Katalonia (katalaneg : Catalunya, okitaneg : Catalonha, spagnoleg : Cataluña) zo unan eus ar 17 kumuniezh emren bet krouet e Spagn e 1979, hag adwelet he Statud Emrenrezh e 2006 m'eo lakaet da vroadelezh, daoust ma oa bet votet e penn-kentañ he lakaat da vroad, ar pezh a zo bet nac'het gant justis Spagn.

E biz Ledenez iberek emañ. Stekiñ a ra ouzh Frañs hag Andorra en norzh, ouzh Aragon er c'hornôg ha Kumuniezh Valencia er su. Peder froviñs he deus Kumuniezh Emren Katalonia: Barcelona, Girona, Lleida ha Tarragona. He c'hêr vrasañ eo he c'hêrbenn, Barcelona, a zo ivez eil kêr vrasañ Spagn ha seizhvet kêr vrasañ Unvaniezh Europa. Ar brasañ eus tiriad kozh Priñselezh Katalonia az a d'ober ar Generalitat, nemet ar Roussillon a oa bet roet da Frañs gant Spagn e 1659 (emañ e departamant Pireneoù-ar-Reter bremañ).

E fin an VIIIvet kantved, kontelezhioù marzhoù Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadoù gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennoù ar vuzulmaned. Kontelezhioù reter ar marzhioù-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhañ. E 988 ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gant Rouantelezh Aragon e 1137 dre zimeziñ. Adalek 1469 e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavadurioù. Goude ur brezel etre Spagn ha Frañs (etre 1635-1659) ma teuas Katalonia da vezañ ur Republik dindan beli Frañs e kollas ar Roussillon e 1659. E-pas brezel hêrezh Spagn (1701-1714) e tibabas Katalonia bezañ a-enep Fulub V a zeuas da vezañ Roue Spagn. Embann a reas adalek 1716 dekredoù a-enep an ensavadurioù katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. Brezelioù Napoleon a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag ar Republik Spagn ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e 1931, a voe distrujet gant Francisco Franco e 1936. Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavadurioù ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhioù 2000 avat, gant selloù disheñvel war ensavadurioù ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e 2017 un referendom berzet gant Madrid diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe disklêriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here emañ ensavadurioù Katalonia dindan beli Madrid.

Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implij ar ger Katalonia, e katalaneg Catalunya, skrivet Cathalonia pe Cathalaunia e latin ar Grennamzer, a zeu eus an XIvet kantved evit ober anv eus ar strollad kontelezhioù a oa evit un darn ul lodenn eus Mark ar Gothed ha evit un darn all ul lodenn eus Mark Hispania, dindan beli kont Barcelona. N'eus ket kalz a roudoù evit liammañ an anv-se ouzh anvioù all ha diwar neuze ez eus deuet meur a deorienn evit displegañ anezhañ.

Unan anezho a lak Catalunya da zont diwar Gothia Launia (da lavaret eo Bro-C'hothed) kar orinoù ar gonted katalan a oa gant Mark ar Gothed. Skrivagnerien eus Impalaeriezh roman ar Reter o doa lakaet Alaned da gendeuziñ gant ar Gothed, ar pezh en dije roet Goth-Alania.

Martezeadennoù all a zo, met n'int ket degemeret kement :

  • Catalunya a vije bro ar c'hestell, diwar ar romaneg castlà pe castlan, a dalveze mestr ar c'hastell. Kastilha he dija ar memes gwriziennoù evit hec'h anv neuze.
  • Un orin keltiek a vije, diwar anv ur pobl kelt eus kreiz Hispania, met tachenn Katalonia a oa aloubed gant Ibered kentoc'h.
  • Lakaet e oa bet an orin gant anv ur meuriad iberian eus al lec'h, Lacetani en dije gouzañvet ur vetatezenn evit ober Catelani.
  • Miguel Vidal en doa lakaet war wel kudennoù ar martezeadennoù-mañ, da skouer bezañs ar soniad /t/ en dije emdroet da /d/ gant ar c'hemmadurioù bet c'hoarvezet e romaneg. Evitañ e teu an anv diwar an arabeg qattāl (قتالو, liester. qattālūn قتالون) a dalvez muntrer, un anv-kunujenn bet roet gant an Arabed da vrezelourien eus an norzh a zeue d'ober lazhadegoù en Al-Andalus. Adperc'hennet e vije bet an anv gant ar Gristened neuze. Anv ar vro a zeuje diwar al liester padal e teu anv ar yezh (català) diwar an unander.

Distagañ a reer Catalunya [kətəˈluɲə] e katalaneg kreiz a zo ar standard. An anv e kastilhaneg a zo Cataluña, distaget [kataˈluɲa], hag an anv okitanek (a zo ofisiel en Aran) a zo Catalonha, distaget [kataˈluɲɔ].

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouarnamant ha lezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Statud emrenerezh Katalonia a lak ar vro da vezañ aozet dindan framm Generalitat Katalonia, a zo ennañ Parlamant Katalonia, Prezidentelezh Katalonia ha Gournamant Katalonia.

Lezenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Parlamant Katalonia (e katalaneg : Parlament de Catalunya) a zo karget d'ober lezennoù ha da reprezantiñ keodedourien Katalonia en o fezh. Dilennet e vez bep a bevar bloaz dre ar vot hollek. Galloudoù en deus d'ober lezennoù war an deskadurezh, ar yec'hed, ar sevenadur, aozadur diabarzh an ensavadurioù, hag aozadur ar vro. Kontrolliñ a ra Prezidant ha gouarnamant ar vro hag ar mare d'ober dilennadegoù. En e garg emañ budget ar Generalitat ivez. Dalc'het e oa bet an dilennadegoù diwezhañ e miz Kerzu 2017, dindan ar mellad 155 eus Bonreizh Spagn en doa freuzet ensavadurioù katalan. Roger Torrent eo Prezidant ar Parlamant abaoe miz Genver 2018.

Prezidantelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Den e karg uhelañ ar vro eo Prezidant Generalitat Katalonia (e katalaneg : president de la Generalitat de Catalunya), a zo kiriek eus obererezhioù ar gouarnamant. Abaoe ma oa bet adlakaet ar Generalitat e plas e oa bet Prezidant Josep Tarradellas (1977-1980), a oa bet Prezidant en harlu dindan Franco, Jordi Pujol (1980-2003), Pasqual Marragal (2003-2006), José Montilla (2006-2010), Artur Mas (2010-2016) ha Carles Puigdemont (abaoe 2016). Emañ Puigdemont en harlu abaoe ma oa bet lakaet e plas mellad 155 ar Vonreizh hag emañ Madrid e penn ar vro dre vez-kentañ ministrez Soraya Sáenz de Santamaría.

Gouarnamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'huzul ober (e katalaneg : Consell Executiu) pe gouarnamant (Govern) a zo e karg gouarnamant ar Generalitat. Ennañ emañ Prezidant ar Generalitat, e Vez-Prezidant hag ar Vinistred. Emañ e seiz e Palau de la Generalitat e Barcelona.

Polis ha Justis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He folis dezhi he deus Katalonia, ar Mossos d'Esquadra, ez ofisiel (Mossos d'Esquadra-Policia de la Generalitat de Catalunya), diazezet war ur c'horf polis eus an XVIIIvet kantved. Krouet en-dro e 1980 dindan renerezh ar Generalitat eo bet astennet o niver evit erlec'hiañ ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel adalek ar bloavezhioù 1990. Ober a reont war-dro pep tra nemet an traoù a vez graet war o zro gant ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel, da lavaret eo ar porzhioù-mor, an aerborzhioù, an aodoù, an harzoù etrevroadel, kontroll an armoù hag ar stourm a-enep ar sponterezh.

Dindan beli sistem justis Spagn emañ justis Katalonia, a zo Lez-varn Uhel Katalonia he c'horf uhelañ. Ar memes justis torfedel a zo e Spagn a-bezh met disheñvelioù a zo gant ar justis keodedel abaoe 2002.

Aozadur melestriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannoù melestriñ Katalonia

Aozet eo Katalonia e proviñsoù, rannet e cormarca hag e kummunioù. Diazezet eo an aozadur-se war Statud emrenerezh 2006.

Proviñsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Katalonia e peder froviñs renet gant bodad-kannad ar proviñs (e katalaneg : Diputació Provincial). Sed aze ar peder proviñs hag o foblañs :

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

948 kumun (municipis) a zo e Katalonia bremañ, pep hini renet gant ur c'huzul (ajuntamant) dilennet gant annezidi ar c'humunioù. Er c'huzul ez eus un niver bennak a izili (regidors) hervez niver a boblañs ar gumun, a zilenn ar maer (alcalde pe batlle). E tiez-kêr e vez dalc'het an emvodoù (ajuntamant, casa de la ciutat pe casa de la vila).

Comarcas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tolpad kumunioù eo ar c'hComarques bet aozet evit merañ servijoù asambles. Gwriziennoù aozadur a-vremañ a zo gant dekredoù ar Generalitat e 1936, a-raok ma oa bet freuzet gant Franco. Adaozet e oa bet mod-se gant ar Generalitat e 1987 o lakaat tri c'hComarques nevez ouzhpenn (Alta Ribagorça, Pla d'Urgell ha Pla de l'Estany) ar bloaz war-lerc'h. Unan nevez a oa bet krouet e 2015 c'hoazh (Moianès) ar pezh a gresk o niver betek 41 neuze. Pep hini a zo renet gant kuzul ar c'hComarca.

Comarca Aran a zo gwelet evel un tiriad unvan gant ur statud ispisial hag ur gouarnamant emren anvet Conselh Generau d'Aran.

Verguerias[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rannadur melestriñ nevez eo ar verguerias evit labour ar gouarnamant hag aesaat al labour etre ar c'humunioù evit kemer plas un tamm d'ar c'hCormarcas.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2016 e oa, ez ofisiel, 7 448 332 a dud a zo o chom e Katalonia, 15% anezho (da lavaret eo 1 104 782 a dud) o deus ur vroadelezh all eget hini Spagn. Tolpad kêr Barcelona a zo 5 217 864 a annezidi war 2 268 km2. E 1900 e oa 1 966 382 a dud o chom er vro ha 5 122 567 e 1970[1], diwar ar c'hresk poblañs a oa bet e Spagn a-bezh er bloavezhioù 1960 ha 1970 ha diwar dont embroidi eus rannvroioù all e Spagn o klask bevañ er rannvro binvidikañ Spagn, dreist-holl eus Andalucía, Murcia ha Extremadura. Adalek ar bloavezhioù 1990 ez eus deuet embroidi eus stadoù all, dreist-holl diwar Afrika, met ivez eus Azia ha Europa ar reter, staliet kentoc'h e tolpadoù kêr.

Relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ez-istorel eo kristen ar Gatalaniz, katolik zoken, met abaoe ar bloavezhioù 1980 e weler un tech da ziskar ar gristenelezh ha da gresk an nann-relijiel (agnostisism pe diouzeelegezh). Hervez ur studiadenn bet graet gant gouarnamant Katalonia, 56.5% eus ar Gatalaniz en em wel c'hoazh evel kristen, en o zouez 52.4% a gatoliked, 2.5% a brotestanted hag evañjelisted, 1.2% a reizhkredourien ha 0.4% a Destoù Jehovah. 18.2% eus ar boblañs en en em wel evel tud dizoue, 12% evel agnostik, 7.3% evel muzulmaned, 1.3% evel boudisted ha an 2.3% eus relijionoù all.[2]

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tachennoù katalanek en Europa

Teir yezh a zo anavezet evel yezhoù ar vro gant ar Generalitat : ar c'hatalaneg (català) a zo yezh ar vro, ar c'hastilhaneg (castillan) a zo yezh Spagn hag an okitaneg aranek a zo yezh Aran.

Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo ar c'hastilhaneg ar yezh muiañ komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant ar c'hatalaneg, gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadoù war ar maez a zo katalaneg o yezh bennañ. Ouzhpenn ar yezhoù-se e vez komzet diwar an embroadur yezhoù all, eus Norzh-Afrika dreist-holl met ivez ourdoueg pe roumaneg.

Abaoe 1979 ha Statud an emrenerezh eo okitaneg Aran ofisiel e traoñienn Aran, an dachenn nemeti er bed ma vez ofisiel ur rannyezh eus ar yezh-se. Adalek 2006 eo ofisiel ivez e Katalonia a-bezh, asambles gant katalaneg ha kastilhaneg. 22,4% eus a dud en Aran a gomz araneg. Anavezet eo ivez yezh sinoù Katalonia.

Katalaneg eo yezh ar vro, anavezet evel-se abaoe statud emrenerezh 1979, un doare anavezet gant Bonreizh Spagn da reiñ pouez d'ar yezh. Dinan beli Franco ne oa ket bet anavezet, berzet e oa zoken er skolioù hag en holl implijoù ofisiel. Berzet e oa ivez disklêriañ ar vugale dindan un anv katalanek.[3] Er bloavezhioù 1940 e oa difennet ivez an embann e katalanek, ar pezh a oa bet tremenet e-bioù dre moullañ levrioù gant un deiziad faos. Lamet e voe ar berzh-se e 1946 pa oa bet posupl da embann e katalaneg adarre.

Implij ar c'hatalaneg az eas war ziskar goude ar bloavezhioù 1950 gant fiñv tud eus ar maezioù e rannvroioù all eus Spagn o doa degaset implij muioc'h a gastilhaneg, kreñvaet goude pa oa deuet embroidi eus diavaez eus Spagn. Gant ar gevredigezh e voe komañset da glask mont a-enep al lusk-se ha kresket e voe an obererezhioù sevenadurel adalek ar bloavezhioù 1960, da skouer gant kentelioù yezh ar gevredigezh Òmnium Cultural.

Goude marv Franco ha distro an demokratelezh e voe kaset ur politikerezh yezh gant ar gouarnamant emren gant ar pal kreskiñ implij ar c'hatalaneg er gevredigezh. Anvet e voe ar politikerezh-se normalizadur yezh (normalització lingüística e katalaneg) gant harp ar brasañ eus poblañs Katalonia adalek 1983 ha nebeut-tre a enebiezh. Harpet eo ivez gant an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel er vro. An enebiezh a zeu eus strolladoù zo a lavar e klask al lezennoù-se digalonekaat an dud da gaozeal kastilhaneg.[4] Kadarnaet eo bet ali ar gouarnamant katalan ha doareoù ar politikerezh-se gant Unvaniezh Europa[5] en doa disklêriet eo doujus seurt politikerezh[6] hag e rankje bezañ ur skouer evit lec'hioù all en Europa[7].

Gant ar c'hatalaneg e ra kentoc'h ar gouarnamant hag an aozadurioù publik a zo dindan e veli. Katalanek eo ar skolioù, gant div eurvezh kastilhaneg bep sizhun. Rediet eo an embregerezhioù da ziskouez an titouroù e katalaneg da nebeutañ, hep bezañ rediet da ziskouez titouroù e kastilhaneg peotramant en okitaneg, met n'eus harz ebet da lakaat yezhoù all ouzhpenn ar c'hatalaneg. Adalek 1997 e oa bet lakaet e plas kastizoù a-enep d'an embregerezhioù ne zoujjent ket d'al lezenn.

Al lezenn a warez gwirioù an holl geodedourien da implijout katalaneg pe kastilhaneg e pep degouezh, gant an ensavadurioù publik pe er vuhez prevez, hep gouzañv drougziforc'hañ. Implijet e vez katalaneg evit kelaouiñ ar geodedourien, met ar gwir o deus da c'houlenn e vije kaset traoù e kastilhaneg diouzh o menn. Er Parlamant e vez dalc'het an eskemmoù e katalaneg tost bewezh ha ar Servij publik skinwel katalan a skign e abadennoù e katalaneg peurgetket.

Abaoe un dek vloaz bennak ez eus deuet muioc'h a enebiezh ouzh al lezennoù diwar-benn implij ar c'hatalaneg. E 2010 da skouer e oa bet graet harz-labour gant 75% eus ar sinemaioù a-enep ul lezenn da rediañ dezho da skignañ an hanter eus ar filmoù e katalaneg. Komite Gwirioù an Dud Bodad ar Broadoù Unanet en doa kemeret un diviz a-enep seurt lezennoù e Kebek e 1993 oc'h embann "A State may choose one or more official languages but it may not exclude outside the spheres of public life, the freedom to express oneself in a certain language".[8]. Gouarnamant ar Stadoù-Unanet o deus goulennataet en o Rentañ-kont war Gwirioù an Dud[9] al lezennoù diwar-benn ar yezh en ur rentañ-kont diaesterioù kastilhanegerien zo e Katalonia. Lakaet ez eus bet war-wel ivez diaesterioù katalanegerien zo evit komz o yezh e Katalonia pe e broioù katalanek, dreist-holl abalamour da ensavadurioù ar Stad.[10] Emañ a-du gant politikerezh yezh ar gouarnamant an darn vrasañ eus keodedourien Katalonia, ha pa vijen kastilhanegerien zoken.[11]

Taeroc'h eo deuet an enebiezh goude ma oa erru er vuhez politikel Keodedourien, ur strollad krouet e 2006 evit stourm a-enep ar vroadelouriezh e Katalonia, da heul burutelladennoù intellektualed zo, evel Albert Boadella. Stourm a ra a-enep ar politikerezh yezh ha klask a ra lakaat muioc'h a gastilhaneg er skolioù. Emañ e penn an tu a-enep goude ar bloavezhioù diwezhañ ha savet en deus a-du gant divizoù gouarnamant Spagn en deus freuzet a-drugarez d'ar mellad 155 ken-ofisielegezh an araneg ha goulennet da dud ar vugale e peseurt yezh e fell dezho e vije ar skol a-benn an distro-skol 2018. Un enebour all eo Strollad ar Bobl, dreist-holl a live Spagn. Forc'hellekoc'h eo e soñjoù e Katalonia, er Parlamant e tifenn sav-boent ar gouarnamant ha klask a ra sevel skolioù divyezhek par met er c'hêrioù e vez gwelet dilennidi o tifenn implij ar c'hatalaneg hag al lezennoù yezh, a-enep soñjoù o c'heneiled.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Referendom[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'an 23 a viz Kerzu 2016 e voe embannet e vije aozet ur referendom evit dizalc'hiezh Katalonia.
  • D'ar 1añ a viz Here 2017 e voe aozet, goude ma oa bec'h etre ar stad spagnol, a lavare e oa graet e-maez al lezenn, hag ar Generalitat
  • D'ar 27 a viz Here 2017 e voe embannet savidigezh ar Republik Katalan.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hinoù Katalonia of Catalonia
En orãnjez, hin kreizdouarel an aod
E melen, hin kreidouarel an diabarzh
E roz, hin kreizdouarel levezonet gant ar c'hevandir
E glas, hin kreizdouarel levezonet gant ar menez
E mouk, hin ar menezioù

Lies eo hin ar vro. An dachenn tro-dro Tarragona, Barcelona ha Girona o dez un hin kreizdouarel gant hañvoù tomm, padal e proviñs Lleida hag en diabarzh proviñs Barcelona ne vezont ket ken tomm. Er Pirineoù e kaver un hin kevandirel pe menezel zoken, nemet en traoñiennoù e-kichen ar mor o dez un hin morel.

Tomm ha sec'h e vez an hañvoù en takad kreizdouarel e hin, gant avel-vor. Betek 26-31° a geidenn a c'heller santout. Klouar e vez ar goañvoù, betek yen zoken a-wezhioù. Erc'h a ra alies e Pireneoù hag a-wezhioù ivez en traoñ, war aod zoken. Glav a ra alies en nevez-amzer hag en diskar-amzer, nemet e Pireneoù ma vez barr-amzer en hañv.

En diabarzh e vez tommoc'h ha sec'hoc'h an amzer. Betek 35° a c'hell kreskiñ an dommder, 40° devezhioù zo. Yenoc'h e vez an nozioù eget war an aod, diskenn a ra betek 14-17°. Latar a vez alies en traoñiennoù pe e plaenennoù ha prantadoù yen-tre a c'hoarvez ingal, dreist-holl a-hed an Ebro.

Torosennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesseurt eo gweledvaioù Katalonia, dreist-holl pa weler pegen bihan eo ar vro. Levezonet eo gant Mor Kreizdouarel, gant 580 km a aodoù, ha gant ar Menezioù Pirineoù en norzh. Tri zakad az a d'ober Katalonia :

  • Ar Pireneoù : ar menezioù a ra al liamm etre Ledenez iberek hag Europa, en hanternoz ar vro.
  • Menezioù an aod : un heuliad rozoù ha traoñiennoù a heul an aod.
  • An draoñienn greiz : a zo traoñienn an Ebro.

An hanter eus hed ar Pireneoù a zo e Katalonia (200 km). Pica d'Estats (3143 m) a zo menez uhelañ Katalonia. An draoñienn greiz a zo douaroù etre 200 ha 600 m. Gant an dour a zeu eus ar menezioù e c'hounezer aes an douar eno, dreist-holl gant sikour kanolioù-dourañ.

Anevaled ha plant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War un tiriad bihan e tiskouez Katalonia gweledvaoù Europa. Liesseurt eo an ekologiezh er vro gant gweledvaoù, takadoù ha spesadoù pinvidik.

E-touez anevaled ar vro e kaver spesadoù a-orin eus ar vro met ar brasañ n'int ket, met emdroet int evit bezañ adaptet ouzh an hin kreizdouarel. E-touez ar vronneged ez eus moc'h gouez, lern ha chamois. Degaset ez eus bet arzhed en-dro n'eus ket pell zo. Er morioù e kaver balumed ha daofined e-mesk spesadoù all.

Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo ekonomiezh ar vro war ar Greanterezh dreist-holl. E 2014 e oa PDB Katalonia da 200 milion a euroioù (an hini uhelañ e Spagn), da lavaret eo 27 000 € dre annezad, a-dreñv rannvro Madrid (31 000 €) ha Navarra (28 000 €). Kresk PDB ar vro a oa 3.4% e 2017[12], daoust da nec'hamant ar metoù ekonomikel e-keñver ar referendom war an dizalc'hidigezh[13]. 1.4% a oa kresk ar PDB e 2014[14]. Gant an enkadenn bolitikel etre Spagn ha Katalonia ez eus un toullad embregerezhioù o doa dilojet eus Katalonia d'ur gumuniezh emren all etre 2014 ha 2017, ar pezh a zo bet aesaet gant gouarnamant Spagn en doa e miz Here 2017 lammet dalc'hioù zo a vire outo da votiñ evit mont kuit.

Gant an enkadenn ekonomikel a zo bet adalek 2008 e oa bet kresket dlee Katalonia betek bezañ 38% eus dlee hollek kumuniezhioù emren Spagn, goude ur c'hil 2% eus he fPDB e 2009. Notennoù an ajañsoù war an dlee a zo BBB- (arc'hantaouiñ izel, gant Fitch Ratings) ha BB (Nann-arc'hantaouiñ gant Standard & Poor's).

Rannet eo an ekonomiezh evel-se :

  • Rann kentañ : 3%, gant 33% eus an douaroù d'ar gounid douar.
  • Eil rann : 37% (E Spagn, 29%).
  • Trede rann : 60% (E Spagn, 67%).

Kreñv eo an douristelezh e Barcelona, e traezhennoù Costa Brava e Girona, Costa del Maresme ha Costa del Garraf eus Malgrat de Mar betek Vilanova i la Geltrú. Tachennoù skiañ a zo e Pireneoù, nepell eus Lleida. Degas a ra an douristelezh kudennoù sokial er vro, da skouer gan enkadenn al lojañ e Barcelona, ar pezh en deus lakaet gouarnamant ar vro da lakaat e plas un taos war an douristelezh, evit implijout arc'hant war ar bruderezh ha war kempenn ar savadurioù touristel ha dieubiñ arc'hant e lec'hioù all.

Ur bern bankoù a zo e Katalonia ivez, 10 (diwar 46 eus Spagn) o vezañ lec'hiet er vro. Ur marc'had lodennoù a zo e Barcelona, an eil e Spagn goude hini Madrid.

Transportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aerborzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perc'hennet eo aerborzhioù Katalonia gant Aena, a zo perc'hennet gant gouarnamant Spagn, war-bouez daou e Lleida a zo perc'hennet gant Aeroports de Catalunya diwar gouarnamant Katalonia.

Porzhioù-mor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar Grennamzer emañ Katalonia e-kreiz an eskemmoù-mor ha porzh Barcelona a zo c'hoazh unan pouezus-kenañ er bed evit ar c'henwerzh, ar greanterezh hag an douristelezh. Perc'hennet eo gant gouarnamant Spagn.

Daveeoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.idescat.cat/pub/?id=aec&n=245&lang=es=Confirmar
  2. https://web.archive.org/web/20170926184822/http://governacio.gencat.cat/web/.content/afers_religiosos/documents/Mapa_2014/Barometre2014_resultats.pdf
  3. Joan Miralles i Montserrat; Josep Massot i Muntaner (2001). Entorn de la histáoria de la llengua. L'Abadia de Montserrat. p. 72. ISBN 978-84-8415-309-2.
  4. Belen Parra (5 a viz Even 2008). "Diario El Mundo, Spanish Only". Medios.mugak.eu. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010
  5. Spongenberg, Helena (4 a viz Gouere 2006). "Catalan, Basque and Galician get EU language boost". EUobserver. Lennet d'an 11 a viz Here 2017.
  6. ABCDESEVILA. "Buscador online de noticias". abcdesevilla.es.
  7. "High Level Group on Multilingualism – Final Report: from the Commission of the European Communities in which Catalan immersion is taken as an example which "should be disseminated throughout the Union" (p. 18)" (PDF). Diellaouet diwar ar (PDF) orin d'an 25 a viz Meurzh 2009. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010.
  8. "Ur Stad a c'hell dibab ur yezh pe ziv evel yezh(où) ofisiel met n'hall ket skarzhañ er-maez eus ar vuhez foran ar frankiz da gaozeal en ur yezh."
  9. https://www.state.gov/j/drl/rls/hrrpt/2009/eur/136059.htm
  10. https://www.plataforma-llengua.cat/que-fem/noticies/2252/la-plataforma-per-la-llengua-denuncia-en-un-informe-40-casos-greus-de-discriminacio-linguistica-a-les-administracions-publiques-ocorreguts-els-darrers-anys
  11. Joan Albert Argenter, ed. (1991). Debat sobre la normalització lingüística: Ple de l'Institut d'Estudis Catalans (18 d'abril de 1990). Institut d'Estudis Catalans. p. 24. ISBN 978-84-7283-168-1.
  12. http://catalonia.com/newsletter_news/news/2018/Catalan-economy-grows-2017.jsp
  13. https://www.reuters.com/article/us-spain-politicas-catalonia-economy/spain-2018-economic-growth-forecast-at-risk-due-to-catalonia-deputy-pm-idUSKBN1CI1LQ
  14. http://www.ine.es/prensa/np901.pdf


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kumuniezhioù emren Spagn
Bandera de Andalucia.svg Andalucía - Flag of Aragon.svg Aragón - Flag of Asturias.svg Asturias - Flag of the Balearic Islands.svg Illes Balears - Flag of the Canary Islands.svg Canarias - Flag of Cantabria.svg Cantabria - Bandera Castilla-La Mancha.svg Castilla-La Mancha - Flag of Castilla y León.svg Castilla y León - Flag of Catalonia.svg Catalunya - Flag of the Land of Valencia (official).svg Comunitat Valenciana - Flag of the Basque Country.svg Euskadi - Flag of Extremadura (with coat of arms).svg Extremadura - Flag of Galicia.svg Galiza - Flag of the Community of Madrid.svg Madrid - Flag of the Region of Murcia.svg Murcia - Flag of Navarre.svg Nafarroa - Flag of La Rioja (with coat of arms).svg La Rioja
Kêrioù emren
Flag Ceuta.svg Ceuta - Flag of Melilla.svg Melilla