Quim Torra

Eus Wikipedia
Quim Torra e 2015

Joaquim Torra i Pla, anavezetoc'h dindan an anv Quim Torra (bet ganet d'an 28 a viz Kerzu 1962 e Blanes) a zo un alvokad, embanner, skrivagner ha politikour katalan. Dilennet eo bet da brezidant ar Generalitat e 2018 diwar goulenn Carles Puigdemont goude bezañ dilennet da gannad e Parlamant Katalonia e Kerzu 2017.

D'an 28 a viz Gwengolo 2020 e voe torret diouzh e garg a brezidant gouarnamant emren Katalonia goude barnadenn Lez Uhelañ Spagn a gadarna ur gondaonidigezh kent gant ul lez-varn izeloc'h.