Referendom war dizalc'hiezh Katalonia (2017)
Referendom war dizalc'hidigezh Katalonia 2017 | |
---|---|
Paper votiñ bet implijet | |
Aozet gant | Generalitat de Catalunya |
Goulenn | Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ? |
Deiziad | 1añ a viz Here 2017 |
Lec'h | Katalonia |
Sujed | Dizalc'houriezh Katalonia |
Disoc'hoù | |
Poblañs | 7 522 596 |
Dilennerien | 5 340 000 |
Voterien | 2 305 936 |
Dregantad a voterien | 42,38 % |
Votoù eztaolet | 2 286 217 |
Ya | 90,18 % |
Nann | 7,83 % |
Gwenn | 1,98 % |
Kartenn | |
Lec'hienn internet | ref1oct.eu (URL inaccessible) |
Ar Referendom war dizalc'hiezh Katalonia, anavezet dindan an anv 1-O e Katalonia, a zo ur referendom emdermeniñ bet aozet d'ar 1añ a viz Here 2017 gant Generalitat ha Parlamant Katalonia met berzet gant gouarnamant ha Lez-varn Bonreizh Spagn.
Goulennet e oa bet gant dilennerien Katalonia : Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ? e teir yezh : katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg.
Abalamour m'eo bet berzet gant Lez-Varn Bonreizh Spagn en doa klasket gouarnamant Spagn miret ouzh ar Gatalaniz da votiñ, gant feulster a-enep ar voterien zoken. Daoust d'o enebiezh ez eus 42,4% eus an dilennerien o deus gallet votiñ ha dibabet o deus an dizalc'hidigezh a 90,18% eus ar mouezhioù.
Diwar an disoc'hoù-se en doa diskleriet Carles Puigdemont an dizalc'hidigezh d'an 10 a viz Here, kadarnaet gant ar Parlamant d'an 27 a viz Here. Gouarnamant ha justis Spagn o deus tapet abaoe kontrol ar vro dre mellad 155 Bonreizh Spagn hag enklaskoù evit sevel ur prosez en deus lakaet 11 politikour katalan en toull-bac'h padal ez ae un nebeud re, en o zouez Prezidant ar Generalitat Carles Puigdemont d'an harlu e Belgia.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Promesa da vare prantad-kabaliñ dilennadegoù ar Parlamant (2015)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh prantad-kabaliñ dilennadegoù ar Parlamant e 2015 e oa bet prometet gant al listenn a-du gant an dizalc'hidigezh aozañ ur referendom a-benn miz Gwengolo 2017. E-pad ar prantad-lezenniñ kent e oa bet aozet ur votadeg diwar-benn an hevelep sujed. Disoc'h an dilennadegoù a roas an trec'h d'an dizalc'herien, re al listenn Junts pel Sí (PdCat hag ERC - 62 gannad) a c'hellas ober ur gouarnamant minorel gant sikour 10 kannad CUP.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinet e voe an dekred evit aozañ ar referendom d'ar 6 a viz Gwengolo 2017[1].
Afer ar boestoù-votiñ a zo bet pouezus a-walc'h e-keñver aozadur ar referendom. Sañset eo da Stad Spagn reiñ boestoù-votiñ evit kement votadeg pe dilennadeg aozet gantañ pe gant ur gumuniezh emren. Peogwir ne oa ket aotreet ar referendom gantañ ne oa ket sur peseurt re a vije implijet, ha penaos e vije paeet. Ma vije bet paeet boestoù-votiñ gant ar Generalitat e vije bet gouest gouarnamant Spagn d'ober prosez dezhañ evit drougimplij a arc'hant publik. N'eur ket sur eus piv en deus paeet anezho met Sekretour Teñzor Spagn Cristóbal Montoro en doa disklêriet meur a wezh etre miz Gwengolo 2017 ha miz Meurzh 2018 ne voent ket paeet gant arc'hant publik.
Roll an dilennerien a oa ur gudenn all c'hoazh. Meret e vez gant Ensavadur Broadel ar Stadegoù, dindan beli gouarnamant Spagn. Evit kaout titouroù al listennoù-se e rank ar votadeg bezañ aotreet gant Kongrez Spagn hag hep al listennad-mañ n'haller bezañ sur eus an disoc'hoù sañset. Diaesterioù heñvel a oa raktreset evit aozañ komite an dilennadegoù a oa sañset eveshaat ar referendom[2].
Enebiezh Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Freuzet e oa bet al lezenn votet gant Parlamant Katalonia evit aozañ ar referendom gant Lez-varn Bonreizh Spagn d'ar 7 a viz Gwengolo 2017. Berzet e voe da gouarnamant Katalonia, d'ar mediaoù katalan, d'an 948 kêr katalan da gemer perzh en aozadur ar referendom[3] Savet e voe ur goulenn d'ar c'hêrioù evit gouzout hag-eñ e oant gant ar soñj sentiñ ouzh diviz al Lez-varn, ha roet 48 eur dezho da respont. 726 kêr a respontas, 682 o lavaret e oant a-du gant derc'hel ar referendom, 41 o lavaret e nac'hent aozañ ar referendom, 3 o respont en un doare amsklaer, Barcelona en o zouez.[4].
E-touez ar c'hêrioù o doa nac'het aozañ ar referendom ez eus kêrioù bras a-walc'h evel Lleida (140 000 annezad), Tarragona (130 000 annezad), Terrassa (215 000 annezad), Hospitalet de Llobregat (250 000 annezad), renet gant maered PSC. Maerez Barcelona, Ada Colau, a nac'has disklêriañ hag-eñ e roje sikour da aozerien ar referendom pe ket, met tamall a reas groñs "yezh an testosteron" hag ar gwask lakaet war ar c'hêrioù. Disklêriañ a reas war-lerc'h a raje e seizh gwellañ evit lezel an dud da votiñ ma felle dezho[5].
Perzh ar polis a-raok ar referendom
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loc'het e voe d'an 20 a viz Gwengolo 2017 Taol Anubis gant ar Guardia Civil dindan urzhioù al Lez-varn. Taget e voe savadurioù gouarnamant Katalonia evit herzel 14 den karget da aozañ ar referendom[6]. D'ar memes mare e voe furchet meur a embregerezh paper evit klask bilhidi mouezhiañ ha boestoù-votiñ.
Ur mor a dud en em vodas tro-dro da savadurioù gouarnamant Katalonia evit difenn an dud harzet diwar galv an ANC hag Òmnium Cultural. 40 000 den a voe bodet dirak departamant an Ekonomiezh, o stankañ an hent dirak izili ar Guardia Civil a chomas e-barzh. Tri c'harr eus ar polis a voe distrujet d'an noz-mañ ha 6 galv a voe graet eus perzh ar Civil Guard evit goulenn sikour digant ar Mossos d'Esquadra a zo fiziet gant ar polis e Katalonia, hep disoc'h ebet.
Darvoudoù an noz-se o doa broudet justis Spagn da dagañ penn ar Mossos, Josep Lluís Trapero Álvarez, ha penn polis Barcelona, Teresa Laplana Cocera, gant dispac'had,[7] daoust m'o doa disklêriet ne oant ket bet kelaouet abred a-walc'h hag e oa peoc'hus ar vanifestourien[8]. Kaset e voe pennoù an ANC hag Òmnium Cultural, Jordi Sànchez ha Jordi Cuixart d'an toull-bac'h hep prosez hag hep kaout ar gwir da vezañ dieubet dindan gretadenn. Tamallet int ivez a zispac'had abalamour d'o ferzh e aozadur ar manifestadegoù bras-se evit diaesaat labour ar Guardia Civil. D'an 20 a viz Gwengolo en doa galvet Jordi Sànchez an dud da vanifestiñ en un doare peoc'hus a-enep labour ar polis dre ar rouedadoù sokial[9]. Ar varnerien e penn an enklask o deus disklêriet evit dougen o zamall n'en doa ket galvet Sànchez "ur vanifestadeg peoc'hus met da wareziñ ensavadurioù katalan gant bodadeg ur mor a dud"[10], o kemer skouer war un nebeud komzoù bet distaget gantañ d'an noz-mañ : "den na'z aio d'ar gêz, fenoz e vo un nozvezh hir ha taer"[11]. Ur video uskarget war twitter a ziskouez avat Cuixtart ha Sànchez war unan eus ar c'hirri bet distrujet o c'houlenn gant ar vanifestourien mont kuit en un doare sioul. C'hoarvezet e vije da 11e noz ar pezh az aje a-enep preder ar varnerien e-keñver red darvoudoù an noz[12] Amnesty International en deus disklêriet abaoe e soñj dezhañ e oa mont re bell lakaat Sànchez ha Cuixtart en toull-bac'h a-raok o frosez ha goulennet en deus evit ma vijent dieubet hep dale.[13].
Degaset e voe degaset izili ar Guardia Civil hag ar Polis eus a bep tu da Spagn evit kas Taol Anubis war-raok ha difenn ouzh ar Gatalaniz votiñ. 16 000 poliser ha soudarded a oa er vro d'ar 1añ a viz Here e pep korn bro eus Katalonia ha kendalc'het e voe ar c'hlask war ar boestoù-mouezhiañ en devezhioù a-raok ar votadeg[14] Manifestet e voe gant ar Gatalaniz a-enep bezañ ar boliserien tost bemdez a-raok ar referendom. E meur a gêrioù Spagn e voe aozet manifestadegoù evit difenn "gwir ar Gatalaniz da zivizout" ha manifestadegoù all a-enep ar referendom. Meuleudi a voe graet d'ar boliserien o vont kuit eus kêrioù Spagn da Gatalonia.[15],[16].
En devezhioù a-raok e voe serret gant ar Guardia Civil 140 lec'hien internet e liamm gant ar votadeg, en o zouez lec'hienn ofisiel Gouarnamant Katalonia hag hini an ANC,[17] en ur gas izili ar polis da sez an embregerezhioù-internet pe kas goulennoù d'ar en diavaez eus ar vro evel Google evit serriñ an arload a roe titouroù diwar-benn an tiez-votiñ[18] Tamallet e oa bet Spagn d'ober an dra-se gant aozadurioù e liamm gant internet.[19].
Disklêriadennoù a-raok ar referendom
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En diabarzh Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Euskal Herria : Parlamant Kumuniezh emren Euskadi en deus diskouezet e zedenn hag e souten gant emdermeniñ Katalonia. Tamallet o deus gouarnamant Spagn evit e ziouer a eskemmoù gant gouarnamant Katalonia hag e ziouer a selaou pobl Katalonia. A-enep kement muzul kemeret a-enep ar votadeg eo[20]. Ouzhpenn 10 000 a dud o doa dibunet e straedoù Bilbao div wezh e miz Gwengolo evit souten referendom, rielezh ha demokratelezh Katalonia.
- Nafarroa : Parlamant Nafarroa en deus komzet groñs a-enep freuz de facto emrenerezh Katalonia ha goulennet en deus e vije harzet d'an hent taer bet dibabet gant gouarnamant Spagn.
- Galiza : Ouzhpenn 3000 den o doa dibunet evit souten voterien Katalonia.
- Spagn : Aozet e oa bet ur gaozeadenn a-du gant ar referendom gant Maerez Madrid Manuela Carmena met cheñchet lec'h he doa ranket ober diwar perzh ar Partido Popular en doa klasket nullañ an darvoud abalamour ma tifenne "emzalc'hioù a-enep al lezenn", "a-enep ar Vonreizh hag an ensavadurioù" hag a-enep "an unpenniezh". Berzet e voe gant ur barner derc'hel an darvoud en ul lec'h foran. Dalc'het e voe memestra en ur c'hoariva prevez ha dont reas da vezañ ur vanifestadeg evit ar frankiz da gomz.
Stadoù anavezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kroatia : Kentañ-ministr Kroatia Andrej Plenković en doa disklêriet e wele referendom Katalonia evel un afer diabarzh Spagn. Goulennet e oa bet gant an daou du kavet un hent evit kaozeal asambles ha kavet un diskoulm d'ar c'hudennoù.
- Sina : Respontet e oa d'ur c'hazetenner d'ar 27 a viz Gwengolo 2017 gant mouezh-aotreet ministr an aferioù diavaez e wele "kudenn Katalonia evel unan en diabarzh Spagn. Krediñ a reomp eo gouest gouarnamant Spagn da ziskoulmañ an afer en un doare dereat ha derc'hel kenskoazell, unvaniezh ha pinvidigezh ar vro."
- Bro-C'hall : D'ar 16 a viz Even 2017 en doa lavaret Emmanuel Macron e wele ar gudenn evel unan en diabarzh Spagn.
- Alamagn : D'an 8 a viz Gwengolo e lavaras Steffen Seibert, mouezh-aotreet Angela Merkel e oa interest Alamagn gant stabilded Spagn hag e oa ret d'al lezenn, betek Bonreizh Spagn, bezañ doujet dezhi e pep live.
- Hungaria : D'an 18 a viz Gwengolo e lavaras mouezh-aotreet ar gouarnamant Zoltán Kovács e oa un afer e diabarzh Spagn ha Katalonia met doujañ a raje Hungaria da "volontez ar bobl".
- Lituania : D'an 26 a viz Gwengolo e varnas Ministr an Aferioù diavaez Linas Linkevičius ne oa ket da geñveriañ degouezh Katalonia gant klask ar broioù baltek da gaout o dizalc'hidigezh adarre goude an URSS kar e heuilh Spagn al lezenn. Memestra en doa kalonekaet an daou du da grediñ da gaozeal asambles hep kemer divizoù risklus.
- Portugal : Ministr an aferioù diavaez Augusto Santos Silva en doa nac'het komantiñ an degouezh d'an 27 a viz Gwengolo. Lavaret en doa memestra e krede e vije gouest gouarnamant Spagn d'ober war-dro ar gudenn en un doare dereat diouzh lezennoù ha Bonreizh Spagn.
- Serbia : Ministr an aferioù diavaez Ivica Dačić a lavaras d'ar skinwel Deutsche Welle e klaske Katalonia heuliañ hent ar c'hKosovo gant un diskleriadenn untuek a zizalc'hidigezh hep asant Madrid. Hervezañ n'eo ket Serbia evit degemer seurt doare d'ober ha n'eo ket ur gudenn bolitikel met unan gant al lezenn etrevroadel.
- Rouantelezh-Unanet : Sekretour an diavaez Boris Johnson en doa deskrivet ar referendom evel ur gudenn e diabarzh Spagn, o lavaret "Spagn a zo ur mignon tost, hag he c'hreñvder hag he unvaniezh a zo a-bouez evit an R-U." Lavaret a reas ivez e oa a-bouez "doujañ d'al lezenn."
- Stadoù-Unanet : E miz Ebrel e voe lavaret gant kannad Spagn en SUA e wele melestradur Donald Trump degouezh Katalonia evel un afer e diabarzh Spagn. Diskleriet e voe en miz Gwengolo gant departamant ar Stad e oa c'hoazh un afer e diabarzh Spagn met e oa prest an SUA da labourat gant n'eus forzh peseurt gouarnamant pe ensavadur e zeuje diwar an afer-se. D'an 26 a viz Gwengolo, e-pad un emvod gant Kentañ-ministr Spagn Mariano Rajoy, e lavaras Donald Trump : "Spagn a zo ur vro zispar ha gwelloc'h e vije ma chomje unvan." Diskouez a reas ne oa ket sur e vije eus ur referendom da vat : "Me 'gred n'eus den ebet na ouez hag-eñ e vo ur votadeg. Ar Prezidant (Rajoy) en deus lavaret din ne vo ket ur votadeg. Met me 'gred e vije an dud kalz a-enep se."
Aozadurioù etrevroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Unaniezh Europa : D'ar 7 a viz Gwengolo e voe disklêriet en ul lizher gant Antonio Tajani, Prezidant Parlamant Europa d'ar gannadez spagnol Beatriz Becerra e rank bezañ doujet da urzh ar Vonreizh ur Stad european e pep degouezh. Lavaret a reas ivez e vije gwelet ur Stad disrannet d'ur Stad european evel unan er-maez eus an Unaniezh.
- Diskleriet e voe gant Jean-Claude Juncker d'ar 14 a viz Gwengolo e vije doujet da zivizoù Lez-varn Bonreizh Spagn hag he Farlamant. Doujet e vije memestra da volontez ar Gatalaniz ma choazjent an dizalc'hiezh, met ne vije ket degemeret ar Stad nevez diouzhtu goude ar votadeg.
- Kuzul Europa : Goulennet gant Carles Puigdemont en doa diskleriet ar C'huzul e rankje doujañ ar referendom d'ar Vonreizh.
- : Nac'het en doa an ABU eveshaat ar referendom.
- D'an 23 a viz Gwengolo e voe lavaret en ur gemennadenn evit ar mediaoù gant Alfred de Zayas, arbennigour an ABU evit broudañ un urzh demokratel ha kevatal er bed a-bezh, e oa ar gwir gant ar Gatalaniz dibab o hent, o lakaat ar biz war melladoù 10 ha 96 Bonreizh Spagn a zispleg penaos emañ lezennoù Spagn dindan an emglev etrevroadel. Hervezañ e talvez ar gwir da zibab he hent estreget evit ar pobloù trevadennet[21].
Tiriadoù emren, rannvroioù, Stadoù n'int ket anavezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bro-Skos : Lavaret e voe d'ar 16 a viz Gwengolo gant Fiona Hyslop, Sekretourez evit an darempredoù diavaez gouarnamant Skos : "Diviz hent da zont Katalonia a zo da vezañ kemeret gant an dud a zo o chom eno, hag ar gwir o deus gouarnamant Katalonia ha gouarnamant Spagn da lavaret o soñj evit pe a-enep an dizalc'hidigezh. Evelato o deus an holl bobloù ar gwir da zibab o hent ha da zibab stumm ar gouarnamant a vo ar gwellañ diouzh o ezhommoù, ur priñsip a zo e Karta an ABU."[22]
- Sardigna : Goude taolioù polis Spagn a-enep aozadur ar referendom e oa bet lavaret gant ar rannvro e oa kengred gant ar Gatalaniz dre ur gemennadenn votet a-unvouezh gant kuzul ar rannvro. Kinniget o doa moullañ ar bilhidi-mouezhiañ ha derc'hel anezho bet kas anezho da Gatalonia ha tamallet o deus da c'houarnamant Spagn chom hep klask kaozeal evit kavout un diskoulm.
- Flandrez : D'an 20 a viz Gwengolo e lavaras Geert Bourgeois, Prezidant-Ministr ar rannvro : "Nec'hamant am eus o welet an traoù war washaat gant un diskouez-galloud eus perzh ar polis hag ar justis e kêrbenn Katalonia ha goulenn a ran groñs ouzh gouarnamant Spagn da gomañs da gaozeal gant gouarnamant Katalonia, a zo gwir mouezh ar bobl gatalan. Ma'z eo dibosupl e rankod gervel un hanterour etrevroadel."
- Rojava : Lavaret e voe gant gouarnamant ar vro e soutenent ar referendom.
Strolladoù politikel, dilennidi e broioù bet meneget uheloc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iwerzhon : Michel Gildernew, kannad Sinn Féin en Norzhiwerzhon, a c'halvas evit ma vije anavezet ar referendom gant ar bed.
- Mick Barry, evit ar strollad Solidarity, az eas evel eveshaer etrevroadel evit ar referendom.
- En ul lizher bet skrivet d'an 22 a viz Gwengolo e lavaras Mícheál Mac Donncha, maer Dulenn, e oa nec'het gant an enklaskoù justis war muioc'h eget 700 maer katalan ha goulenn a reas ma vije kavet un diskoulm politikel da c'hoantoù lejitim ar Gatalaniz.
- Danmark : Ur strollad 17 kannad a vurutellas e miz Gwengolo an aergelc'h spontus e Katalonia ha goulenn a reas ma kemerje gouarnamant Spagn ur roll pozitivel evit kavout un diskoulm.
- Italia : Matteo Salvini, rener Liga Nord, a lavaras e oa kengred gant ar Gatalaniz goude ma voe harzet 14 den a laboure e gouarnamant Katalonia. En em bellat a reas eus ar referendom avat, o lavaret e oa a-enep lezenn Spagn.
- Suis : Kaset e voe ul lizher gant 27 kannad eus a bep strollad politikel da c'houarnamant Spagn o lavaret : "Hep kemer tu pe du, krediñ a reomp e rank bezañ doujet gwir ar Gatalaniz da zibab o hent." Kondaoniñ a rejont an harzadennoù ha distruj an danvez-votin evel "er-maez eus an demokratelezh."
- Slovenia : Prezidant ar Vodadeg vroadel Milan Brglez a lavaras o doa "Ar Gatalaniz ar gwir da zibab o hent".
- Unaniezh Europa : Gregor Gysi, penn Strollad an tu-kleiz e Parlamant Europa a savas a-enep an harzadennoù graet gant ar Guardia Civil a-raok ar referendom.
Sontadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinniget e oa bet goulenn ar referendom (Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ?) kerkent ha ma voe embannet e miz Even 2017 gant ar sonterien.
Kreizenn ar Studiadennoù Meno (Centre d'Estudis d'Opinió) a c'houlennas gant an dud ar pezh e oant e soñj d'ober kentoc'h eget goulenn ar referendom.
En holl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sonter/Gourc'hemenner | Deiziadoù | Ment an dachenn skouer | Ya | Ket | All/ Abst. |
Ne oar ket | Avañs |
---|---|---|---|---|---|---|---|
Opinòmetre/Ara[p 1] | 16 Gwen 2017 | 1,000 | 44.1 | 38.1 | 3.9 | 13.9 | 6.0 |
NC Report/La Razón[p 2],[p 3] | 1–8 Eos 2017 | 800 | 41.5 | 48.6 | – | 9.9 | 7.1 |
Opinòmetre/Ara[p 4] | 17–20 Gou 2017 | 1,000 | 41.9 | 37.8 | 4.2 | 16.1 | 4.1 |
GESOP/CEO[p 5],[p 6] | 26 Eve–11 Gou 2017 | 1,500 | 39.0 | 23.5 | 23.0 | 14.5 | 15.5 |
NC Report/La Razón[p 7],[p 8] | 29 Eve–1 Gou 2017 | 800 | 44.0 | 48.6 | – | 7.4 | 4.6 |
GAD3/La Vanguardia[p 9] | 23–29 Eve 2017 | ? | 42.5 | 37.6 | 10.2 | 9.7 | 4.9 |
DYM/El Confidencial[p 10] | 22–28 Eve 2017 | 531 | 47.0 | 44.4 | – | 8.6 | 2.6 |
Opinòmetre/Ara[p 11] | 12–15 Eve 2017 | 1,000 | 42.3 | 38.9 | 6.0 | 12.8 | 3.4 |
GESOP/CEO[p 12] | 6–21 Meu 2017 | 1,500 | 43.3 | 22.2 | 28.6 | 5.9 | 21.1 |
Gant ar re sur da votiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar voterien ne felle ket dezho mont da votiñ a oa dre vras ar re a-enep an dizalc'higigezh, neuze n'eo ket souezhus ma vije ken uhel harp war an dizalc'hidigezh e-touez ar re az aje da votiñ.
Sonter/Gourc'hemenner | Deiziadoù | Ment an dachenn skouer | Kemer perzh | Ya | Ket | ? | Avañs |
---|---|---|---|---|---|---|---|
The National[p 13] | 30 Gwe 2017 | 3,300 | 62 | 83.0 | 16.0 | 2.0 | 67.0 |
Opinòmetre/Ara[p 1] | 16 Gwe 2017 | 1,000 | 51.0 | 69.9 | 14.3 | 15.8 | 55.6 |
Celeste-Tel/eldiario.es[p 14] | 12–15 Gwe 2017 | 800 | 59.9 | 59.5 | 30.7 | 9.8 | 28.8 |
Sociométrica/El Español[p 15] | 28 Eos–1 Gwe 2017 | 700 | 50 | 72.0 | 28.0 | – | 44.0 |
Opinòmetre/Ara[p 4] | 17–20 Gou 2017 | 1,000 | 54.9 | 66.5 | 18.5 | 15.0 | 48.0 |
GESOP/CEO[p 5] | 26 Eve–11 Gou 2017 | 1,500 | 67.5 | 57.8 | 34.8 | 7.4 | 23.0 |
DYM/El Confidencial[p 10] | 22–28 Eve 2017 | 531 | 70.1 | 65.4 | 28.4 | 6.2 | 37.0 |
Opinòmetre/Ara[p 11] | 12–15 Eve 2017 | 1,000 | 54.9 | 67.0 | 19.0 | 14.0 | 48.0 |
Aozadur an devezh-votiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disklêriet e voe e vije aozet ar referendom d'ar 1añ a viz Here 2017. Bodad votiñ Katalonia a oa karget da eveshaat ar votiñ bet freuzet e voe d'an 22 a viz Gwengolo 2017 goude ma oa bet lakaet kastizoù arc'hant warno bemdez ma vije oberiant ar bodad[23].
Raktreset e oa e padje ar prantad-kabaliñ 15 deiz, etre ar 15 a viz Gwengolo hag an 29 a viz Gwengolo.
Gouarnamant Katalonia a embannas e c'helle votiñ :[24]
- An dud a oa o chom e Katalonia, o doa o gwirioù votiñ, a oa a-us da 18 vloaz hag a oa enskrivet e listennoù-votiñ.
- An dud a oa o chom er-maez eus Katalonia met o doa evel chomlec'h diwezhañ e Spagn unan e Katalonia, o doa o gwirioù votiñ, a oa a-us da 18 vloaz hag o doa goulennet kemer perzh.
Goulenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ar bilhed-mouezhiañ e oa skrivet ar goulenn e katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg, yezhoù ofisiel Katalonia.[24]
Brezhoneg | Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur republik ? |
---|---|
Katalaneg | Voleu que Catalunya sigui un estat independent en forma de república? |
Kastilhaneg | ¿Quiere que Cataluña sea un estado independiente en forma de república? |
Okitaneg | Voletz que Catalonha vengue un estat independent en forma de republica? |
Eveshaerien etrevroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad eveshaerien eus an diavaez a oa deuet da eveshaat ar referendom, daoust ma oa berzet gant Spagn. Ar stropad kentañ a zo bet aotreet a oa renet gant The Hague Center for Strategic Studies (Kreizenn An Hague evit ar Studioù Strategiezh), en o zoues 20 eveshaer eus ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet, an Izelvroioù, Frañs, Polonia ha broioù all, renet gant Daan Evert. An eil stropad a oa anvet International Electoral Expert Research Team (Skipailh etrevroadel arbennigourien war an dilennadegoù), renet gant Helena Catt, en o zouez 17 den eus ar Rouantelezh-Unanet, Frañs, Iwerzhon, Zeland-Nevez ha broioù all. Ur stropad 33 c'hannad ha politikourien, anvet International Parliamentary Delegation on Catalonia's Referendum on Self-Determination 1 October 2017 (Strollad kannaded etrevroadel evit Referendom Katalonia war he emdermeniñ d'ar 1añ a viz Here 2017) eus strolladoù politikel eus Slovakia, Belgia, Danmark, Estonia, Bro-Finn, Frañs, Alamagn, Gres, Island, Iwerzhon, Israel, Latvia, Republik Makedonia, Monako, Spagn, Sveden hag ar Rouantelezh-Unanet.
E-touez ar eveshaerien-mañ, ar re pedet gant Diplocat n'int ket anavezet gant an ABU evel eveshaerien etrevroadel[25].
Abalamour da gudennoù zo, ha dreist-holl da berzh ar polis hag ar Guardia Civil o doa klasket herzel ouzh ar votadeg, o doa ranket an eveshaerien disklêriañ ne c'helle ket bezañ kadarnaet an disoc'hoù abalamour ne oa ket aozadur an devezh diouzh standardoù etrevroadel goulennet evit seurt votadegoù. Tamallet o doa perzh gouarnamant Spagn hag e bolis evit o ferzh en deiz-se.
Darvoudoù an dervezh-votiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disklêriadennoù e-pad ha goude ar referendom
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stadoù anavezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Belgia : Kentañ-ministr Belgia Charles Michel a gadarnaas goulenn groñs e c'houarnamant ma vije un diviz politikel etre Spagn ha Katalonia. Skrivañ a reas ez-ofisiel war twitter, diwar-benn ar feulster bet gwelet eus perzh poliserien spagnol : "Feulster n'hall ket bezañ ar respont morse ! Kondaoniñ a reomp pep stumm a feulster hag e kadarnaomp hon galvoù evit un diviz politikel"[26].
- Lituania : Ar Prezidant Dalia Grybauskaitė en doa diskleriet ne oa ket aozet ar referendom diouzh Bonreizh Spagn met e oa implij an nerzh eus perzh Spagn ur c'hwitadenn. Krediñ a ra memestra e vo gouest Barcelona ha Madrid da gaozeal an eil ouzh egile ha kavout un diskoulm demokratel[27].
- Rusia : Penn komite an aferioù diavaez e Parlamant Rusia Konstantin Kosachev a c'halvas gouarnamant Spagn da gregiñ da gaozeal gant ar Gatalaniz. Ma ne ra ket ne raio nemet toullañ ar fozelloù ar pezh a c'hellje echuiñ gant disrannañ ar Stad, ar pezh a zo c'hoarvezet en Ukraina. Ar votadeg, evel an hini a zo bet e Kurdistan irakian abretoc'h "a zo c'hoazh ur skoilh etre daou briñsip diazez heuliet gant an denelezh : e chomje digemm tiriadoù ar Stadoù hag ar gwir da zibab he hent." "Ur Stad a rankje komz ouzh e c'heodourien, kavet un emglev. Evel ma reomp e Rusia."[28]
Aozadurioù etrevroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Unaniezh Europa : D'an 2 a viz Here e voe diskleriet war lec'hienn Kengor Europa e oa ar referendom er-maez eus al lezenn.
Tiriadoù emren, rannvroioù, Stadoù n'int ket anavezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kembre : Kentañ-ministr Carwyn Jones a gomzer eus "feulster oc'h erlec'hiañ an demokratelezh hag an diviz".
- Sardigna : D'ar 25 a viz Here e voe kemeret un diviz gant rannvro Sardinia evit kondaoniñ implij ar feulster gant ar Guardia Civil hag evit diskleriañ o spi ma c'hello mont ar Gatalaniz gant o hent peoc'hus davet kement dibab politikel a zo, en o zouez an emdermeniñ.
Strolladoù politikel, dilennidi e broioù bet meneget uheloc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rouantelezh-Unanet : Jeremy Corbyn, rener Strollad al Labour a gondaonas ar feulster e Katalonia hag e c'halvas ar gouarnamant da bouezañ war gouarnamant Spagn evit ma vije ehanet gant ar feulster. Rener-bet ar memes strollad Ed Milliband a lavaras e oa "spontus gwelet seurt arvest" hag e lavaras e oa dibosupl d'ar gouarnamant chom didrouz.
- Kembre : Renerez Plaid Cymru Leanne Wood a vurutellas komzoù Kentañ-ministr Kembre o lavaret ne zeue ket ar feulster eus an daou du.
- Iwerzhon : Ar strollad Solidarity a gondaonas ar feulster hag a embannas e harpent an harz-labour hollek bet galvet e Katalonia.
Disoc'hoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ar vro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibaboù | Votoù | % | |
---|---|---|---|
A-du | 2044038 | 90,18 | |
Gwenn | 44913 | 1,98 | |
A-enep | 177547 | 7,83 | |
Votoù mouezhiet | 2266498 | 99,14 | |
Votoù null | 19719 | 0,86 | |
En holl | 2286217 | 100 | |
Enskrivet/Kemer perzh | 5313564 | 43,02 |
Votoù A-du 90,18 % |
Votoù A-enep 7,83 % | ||
▲ | |||
Majorelezh absolut |
Diouzh ar c'homarkoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Comarque | A-du | A-enep | Gwenn | |||
---|---|---|---|---|---|---|
Votoù | % | Votoù | % | Votoù | % | |
Alt Pirineu i Aran | 26 674 | 93,87 | 1 350 | 4,75 | 391 | 1,38 |
Rannvro-kêr Barcelona | 1 239 232 | 87,80 | 138 759 | 9.83 | 33 418 | 2.37 |
Camp de Tarragona | 142 386 | 92,61 | 8 897 | 5,79 | 2 464 | 1,60 |
Comarques kreiz | 205 285 | 94,70 | 8 638 | 3.98 | 2 840 | 1.31 |
Girona | 244 758 | 94,86 | 10 140 | 3,93 | 3 131 | 1,21 |
Ponent/Lleida | 118 799 | 93.69 | 6 274 | 4,95 | 1 730 | 1,36 |
Terres de l'Ebre | 62 652 | 93.51 | 3 434 | 5,13 | 916 | 1,37 |
Votoù an diavaez | 4 252 | 98,13 | 55 | 1,27 | 23 | 0.53 |
Total | 2 044 038 | 90,18 | 177 547 | 7,83 | 44 913 | 1,98 |
Daveoù ar sontadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Participació del 60% i més avantatge del sí l'1-O (Katalaneg). Ara (16 a viz Gwengolo 2017).
- ↑ La mayoría de los catalanes cree que el referéndum no se celebrará (Kastilhaneg). La Razón (16 a viz Eost 2017).
- ↑ Encuesta NC Report (Kastilhaneg). La Razón (16 August 2017).
- ↑ 4,0 ha4,1 La pressió de l’Estat no fa perdre suports a l’1-O ni a la independència (Katalaneg). Ara (24 a viz Gouere 2017).
- ↑ 5,0 ha5,1 Baròmetre d'Opinió Política. 2a onada 2017 (Katalaneg). CEO (21 a viz Gouere 2017).
- ↑ Baròmetre d'Opinió Política. 2a onada 2017 - REO 857 (Katalaneg, Kastilhaneg, Saozneg). CEO (21 a viz Gouere 2017).
- ↑ Referéndum: La mayoría dice no a la "república catalana" (Kastilhaneg). La Razón (3 a viz Gouere 2017).
- ↑ Encuesta NC Report (Kastilhaneg). La Razón (3 a viz Gouere 2017).
- ↑ El 54% de los catalanes está dispuesto a participar en una consulta unilateral (Kastilhaneg). La Vanguardia (2 a viz Gouere 2017).
- ↑ 10,0 ha10,1 El 65,4% de los catalanes que han decidido ir a las urnas el 1-O votará sí a la independencia (Kastilhaneg). El Confidencial (3 a viz Gouere 2017).
- ↑ 11,0 ha11,1 Primera encuesta sobre el referéndum catalán: participación del 64% y ventaja para el 'sí' (Kastilhaneg). Ara (18 a viz Even 2017).
- ↑ Baròmetre d'Opinió Política. 1a onada 2017 (Katalaneg). CEO (30 March 2017).
- ↑ Huge upsurge in support for independence is revealed in world exclusive final Catalan poll (Saozneg). The National (3 a viz Gwengolo 2017).
- ↑ El 60% de los catalanes quiere participar en el referéndum del 1-O (Kastilhaneg). eldiario.es (17 a viz Gwengolo 2017).
- ↑ El 'sí' ganará con un 72% y un 50% de participación si se celebra el referéndum (Kastilhaneg). El Español (5 a viz Gwengolo 2017).
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ News, ABC. "Catalan parliament paves the way for independence vote". ABC News. Bet gwelet d'ar 6 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ Aroca, Jaume. "Se buscan los datos de 5,5 millones de catalanes para el Referéndum". lavanguardia.com (e kastilhaneg). Bet gwelet d'an 30 a viz Even 2017.
- ↑ "El Constitucional suspende de urgencia la ley del referéndum" (e kastilhaneg). El País. 8 a viz Gwengolo 2017. Gwelet d'an 12 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Más de 700 ayuntamientos confirman que colaborarán en el 1-O, a la espera de Barcelona" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 9 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet 12 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Colau y Domènech advierten a JxSí de que no aceptarán "más lecciones de desobediencia"" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 11 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet 12 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ Jones, Sam; Burgen, Stephen (21 a viz Gwengolo 2017). "Spain crisis: 'stop this radicalism and disobedience,' PM tells Catalan leaders". The Guardian. Madrid/Barcelona. Bet gwelet 22 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "La jueza deja en libertad al mayor Trapero pero le impone medidas cautelares". Cadena Ser. 16 a viz Here 2017.
- ↑ "Trapero defensa que els Mossos no van ser avisats del dispositiu amb prou temps". Diari de Girona (e katalaneg). 7 a viz Here 2017. Bet gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2018.
- ↑ Stone, Jon (20 a viz Gwengolo 2017). "Spanish police storm Catalan government buildings to stop independence referendum". Independent. Europe correspondent. Bet gwelet d'an 22 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Two Catalan independence leaders taken into custody by Spanish national court". 16 a viz Here 2017. Bet gwelet 20 a viz Here 2017.
- ↑ "Los 'Jordis' a prisión por "alentar a la masa" contra la Guardia Civil el 20-S" (e kastilhaneg). El Español. 16 a viz Here 2017. Bet gwelet d'ar 21 a viz Here 2017.
- ↑ "Un vídeo muestra cómo Cuixart y Sànchez intentaron disolver la manifestación de Economia". La Vanguardia. Bet gwelet d'an 18 a viz Here 2017.
- ↑ "Spain: charges for sedition and pre-trial detention against Jordi Cuixart and Jordi Sanchez are excessive". Amnesty International. Bet gwelet d'an 18 a viz Here 2017.
- ↑ Penty, Charles (21 a viz Gwengolo 2017). "Spain Hires Cruise Liner to House Police in Rebel Catalonia". Bloomberg News. Barcelona. Bet gwelet d'an 22 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Vítores en la salida de los guardia civiles a Cataluña" (e kastilhaneg). La Verdad (Murcia). 27 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Miembros de la Guardia Civil, vitoreados en su salida hacia Catalunya" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 25 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ Solé, Alba (25 a viz Gwengolo 2017). "La Guàrdia Civil tanca el web de l'ANC i 140 més sobre l'1-O". El Nacional. Bet gwelet d'an 17 a viz Ebrel 2018.
- ↑ "El TSJC ordena a Google retirar la app que informa sobre cómo y dónde votar el 1-O difundida por Puigdemont" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 30 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet d'ar 17 a viz Ebrel 2018.
- ↑ "Internet Society statement on Internet blocking measures in Catalonia, Spain". Internet Society. 21 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "El Parlamento Vasco muestra su apoyo al referéndum catalán". EITB. 28 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Media statement: Violation of the right of self-determination of the Catalan People". Alfred de Zayas' Human Rights Corner. 23 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet d'ar 25 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Scottish Government release statement on Catalonia referendum". The Scotsman. 16 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet d'an 20 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ Jones, Sam (24 a viz Gwengolo 2017). "Catalan campaigners hand out a million referendum ballots". The Guardian.
- ↑ 24,0 ha24,1 "La guia per a votar al referèndum del primer d'octubre" (e katalaneg). VilaWeb. 1añ a viz Here 2017. Bet gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2018.
- ↑ "La ONU frena el intento de dar aval internacional al referéndum catalán" (e kastilhaneg). El País. 26 a viz Gouere 2017. Bet gwelet 30 a viz Gwengolo 2017.
- ↑ "Diskleriadenn Kentañ-Ministr Belgia d'ar 1añ a viz Here 2017". 1añ a viz Here 2017. Bet gwelet d'ar 1 añ a viz Here 2017.
- ↑ Gudavičius, Stasys. "Prezidentė: referendumas Katalonijoje – nekonstitucinis, bet..." 2 a viz Here 2017. Bet gwelet d'an 22 a viz Mae 2018.
- ↑ "Spanish authorities should begin dialogue with Catalans - Russian senator". TASS. 1añ a viz Here 2017.