Jean-Claude Juncker

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean-Claude Juncker, e miz Meurzh 2014

Jean-Claude Juncker (ganet d'an 9 a viz Kerzu 1954) zo ur politikour genidik eus Luksembourg hag a zo prezidant Komision Europa. A-raok mont d'ar garg-se eo bet Kentañ ministr Luksembourg, eus 1995 da 2013. A-raok c'hoazh e oa bet ministr an arc'hant e gouarnamant e vro, eus 1989 da 2009. Etre 2005 ha 2013 e oa bet kadoriad bodad ministred Takad an Euro.

E Luksembourg eo bet dilennet Juncker en anv ar Strollad sokial kristen (CSV) hag en anv Strollad Pobl Europa (SPE) eo aet war ar renk da vezañ e penn Komision Europa. Dre m'eo gant mirourien SPE ez eus bet gounezet ar muiañ a sezioù e Parlamant Europa eo bet dibabet Jean-Claude Juncker gant pennoù gouarnamantoù Unaniezh Europa ha d'ar 15 a viz Gouere 2014 eo bet dilennet gant ar muiañ-niver eus kannaded Parlamant Europa (422 mouezh diwar 729). E miz Du 2014 e kemero lerc'h José Manuel Barroso e penn Komision Europa.