Kengor Europa
Organ erounit Unaniezh Europa eo Kengor Europa. Atebek eo war ar ginnig lezennoù, al lakaat divizoù e pleustr, ar c'hretaat eus feurioù-emglev an Unaniezh ha war lakaat an Unaniezh da vont en-dro bemdez. E Brusel emañ staliet.
Mont a ra en-dro ar C'hengor evel ur gouarnamant, ennañ 28 komiser. Ur c'homiser a zo evit pep stad ezel, daoust d'ar gomiserien dileuriañ interestoù Unaniezh Europa ha n'eo ket re o stad-i. Unan eus an 28 komiser eo prezidant ar C'hengor , anvet gant ar C'huzul europat.
Pemp bloazh eo al leuriadur. Setu roll ar c'hengorioù adalek hini Jacques Delors :
- 1985-1995 : Jacques Delors
- 1995-1999 : Jacques Santer
- 1999-2004 : Romano Prodi
- 2004-2009 : José Manuel Barroso I
- 2009-2014 : Barroso II
- 2014-2019 : Jean-Claude Juncker
- adalek ar 1añ a viz Kerzu 2019 : Ursula von der Leyen