Partido Popular (Spagn)

Eus Wikipedia
Mariano Rajoy o komz dirak tud ar Partido Popular e Madrid e 2005

Ar Partido Popular (PP, "Strollad ar Bobl") zo ur strollad politikel spagnat mirour. Unan eus daou strollad brasañ Spagn eo ha tremen 700 000 a izili en deus, a-hervez. Abaoe miz Du 2011 emañ ar brasañ-niver gantañ e Kambr Kannaded Spagn. Savet e voe ar Partido Popular e 1989, pa oa bet unanet ar strollad anvet Alianza Popular gant daou strollad bihanoc’h, ar Partido Demócrata Popular hag ar Partido Liberal Español.

Gant ar Partido Popular e voe gounezet dilennadeg 1996 hag er galloud e chomas betek 2004, renet gant José María Aznar. Neuze e voe trec’het ar PP gant ar PSOE renet gant José Luis Rodríguez Zapatero. Kemeret e voe lec’h Aznar e penn ar strollad gant Mariano Rajoy, zo kentañ ministr bremañ. Kollet e voe mouezhiadeg 2008 gant ar PP adarre, met trec'h e voe e hini diskar-amzer 2011.

Mouezhioù dastumet gant an Alianza Popular (19771986) hag ar Partido Popular (19862008) e dilennadegoù Spagn.