Mariano Rajoy
Mariano Rajoy Brey (ganet d'ar 27 a viz Meurzh 1955) zo ur politikour spagnol, eus ar strollad Partido Popular. Genidik eo eus Santiago de Compostela e Galiza.
Kelenner skol-veur e oa e dad-kozh, hag unan eus ar re a skrivas Statud Emrenerezh Galiza e 1936. Prezidant lez-varn proviñs Pontevedra e voe e dad. Studioù war ar gwir a reas Mariano Rajoy e skol-veur Sant-Jakez (Santiago de Compostela). Kregiñ a reas d'ober politikerezh e 1981, pa'z eas e-barzh ar strollad Alianza Popular (deuet da vezañ Partido Popular, abaoe). Dilennet e voe da gannad e Parlamant Galiza. E 1989 e voe dilennet da gannad e Parlamant Spagn, evit proviñs Pontevedra.
Pa zeuas José María Aznar da vezañ kentañ ministr Spagn e 1996 e voe anvet Mariano Rajoy da vinistr an deskadurezh. E 2001 e teuas da vezañ ministr an aferioù diabarzh.
E votadeg miz Meurzh 2004 evit Parlamant Spagn e oa e penn ar Partido Popular. Koll a reas Rajoy hag ar PP a-enep José Luis Rodríguez Zapatero hag ar Strollad Sokialour. E miz Du 2011 avat e voe trec'h ar Partido Popular er votadeg evit kannaded Parlamant Spagn, ha mont a reas Mariano Rajoy da gentañ ministr Spagn. Goude ur prosez a-enep pennoù bras eus ar Partido Popular, avat, e voe diskaret gouarnamant Mariano Rajoy gant ur votadeg disfiziañs d'ar 1añ a viz Even 2018. Gant ar sokialour Pedro Sánchez eo bet kemeret e blas.