Jordi Cuixart
Neuz
Jordi Cuixart i Navarro, bet ganet d'an 22 a viz Ebrel 1975 e Santa Perpètua de Mogoda e Katalonia, a zo ur penn-embregerezh ha stourmer katalan. Difenn a ra dizalc'hidigezh Katalonia. Abaoe 2015 eo Prezidant ar gevredigezh Òmnium Cultural a vroud deskiñ hag implij ar c'hatalaneg.
Kemeret en deus perzh en aozadur ar referendom war an dizalc'hidigezh e miz Here 2017 hag abalamour da se eo bet lakaet en toull-bac'h gant gouarnamant Spagn. Gant ul lodenn vras eus kevredigezh Katalonia ha tud all eus ar bed eo gwelet evel ur prizoniad politikel. Amnesty International en deus goulennet ma vije dieubet[1].