Mossos d'Esquadra
Ar Mossos d'Esquadra (katalaneg : Policia de la Generalitat de Catalunya-Mossos d'Esquadra), da lavaret eo gwazourien ar skouadron, gwazed ar bagad, eo polis emren Katalonia. Krouet e oa bet e 1983 diwar un hengoun eus an XVIIIvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1718 e oa bet sinet gant gouarnour Tarragona un dekred en doa krouet an Escuadras de Paisanos (bagadoù peizanted), hendadoù ar Mossos d'Esquadra.
Adkrouet e oa bet ar Mossos d'ar 14 a viz Gouere 1983 gant gouarnamant emren Katalonia hag abaoe ez eus bet roet kefridioù ouzhpenn dezho tamm-ha-tamm. Etre 1994 ha 2008 o deus erlec'hiet tamm ha tamm polis Spagn (Guardia Civil ha polis broadel) evit an holl gefridioù nemet ar stourm a-enep ar sponterezh ha merañ an enbroidi.
E 2016 e oa 21 000 a boliserien hag ofiserien polis-barn.
En arvar emañ ar Mossos abaoe miz Here 2017, daoust d'o emzalc'h skoueriek goude gwalldaol Barcelona e miz Eost eus ar memes bloaz. O fenn, Josep Lluís Trapero Álvarez, zo bet tamallet dezhañ gant justis Spagn chom hep bezañ graet trawalc'h evit mirout ouzh an dud da votiñ e referendom Here 2017 ha chom hep bezañ sikouret poliserien ar Guardia Civil a oa stanket gant manifesterien. Tamallet eo a zispac'had gant ar varnerien met chomet eo dieub evit c'hoazh. Gwelet e vez ar Mossos evel un nerzh a-du gant an dizalc'hidigezh gant ar vrasañ lodenn eus politikerien ha kazetennoù Spagn ha neuze ez eus galvoù evit digreskiñ o fouez e sistem justis Spagn.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
penngomiser (major)
-
Komiser (comissari)
-
Pennenseller (intendent)
-
Enseller (inspector)
-
Izenseller (sotsinspector)
-
Sarjant (sergent)
-
Korporal (caporal)
-
Ezel (mosso)