Kuzul foran diplomaterezh Katalonia

Eus Wikipedia

Kuzul foran diplomaterezh Katalonia (e katalaneg Consell de Diplomàcia Pública de Catalunya) pe DIPLOCAT a oa un aozadur publik-prevez savet gant Generalitat Katalonia evit skoulmañ darempredoù en diavaez eus ar vro hag evit broudañ an anaoudegezh eus Katalonia en estrenvro. Freuzet e oa bet etre 2017 ha 2018 gant gouarnamant Spagn a-drugarez da vellad 155 Bonreizh Spagn diwar an abeg eo dalc'het al liammoù etrevroadel gant Madrid nemetken.