Assemblea Nacional Catalana

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Assemblea Nacional Catalana (e katalaneg, Bodadeg Vroadel Katalan) pe ANC a zo ur gevredigezh savet evit broudañ dizalc'hidigezh Katalonia eus Spagn. Klask a ra ivez broudañ unvanidigezh ar Broioù Katalan. Jordi Sànchez eo e brezidant hag hervez sifroù an ANC e vije 80 000 ezel, 40 132 anezho o vezañ paeet o skoed ha 39 946 anezho o vezañ a youl vat evit ar gevredigezh.

Kemeret he deus perzh ar gevredigezh e manifestadegoù divent bet aozet bep bloaz evit goulenn an dizalc'hidigezh, pe da nebeutañ ur votadeg (etre 1 milion ha 2 vilion a dud bewezh) ha kemeret he deus perzh en aozadur ar referendom bet aozet e 2017. Evit e lod e oa bet kaset he frezidant d'an toull-bac'h.