Oriol Junqueras

Oriol Junqueras i Vies (bet ganet d'an 11 a viz Ebrel 1969 e Barcelona) a zo ur politikour hag un istorour katalan, ezel eus Esquerra Republicana de Catalunya (ERC). Besprezidant ar Generalitat e oa bet etre 2015 ha 2017 a-raok bezañ diskaret gant gouarnamant Spagn abalamour d'e soñjoù politikel ha d'e berzh er referendom war an dizalc'hidigezh. En toull-bac'h emañ abaoe miz Du 2017 da c'hortoz ur prosez.