Mercè Rodoreda

Eus Wikipedia

Mercè Rodoreda i Gurguí (10 Here 190813 Ebrel 1983) a oa ur skrivagnerez katalanek hag unan eus skrivagnerien bouezusuañ Katalonia en XXvet kantved.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Mercè Rodoreda e Sant Gervasi, ur c'harter eus Barcelona[1]. Didrubuilh e voe he bugaleaj, gant un tad troet gant al lennegezh hag ur vamm troet gant ar sonerezh. Lenn a reas oberennoù ur bern skrivagnerien gatalanek, klasel pe vodern, evel Jacint Verdaguer, Ramon Llull, Joan Maragall pe Josep Carner. C’hoari a reas e meur a bezh-c’hoari e-kerzh he bugaleaj. Levezonet e voe ivez gant he zad-kozh, a zeskas dezhi liorzhañ ha karout al lennegezh. Gwall skoet e voe pa varvas-eñ, hag hi daouzek vloaz.

E 1928 e timezas d’he eontr Joan Gurguí (14 vloaz koshoc’h egeti) hag ur mab o devoe, Jordi Gurguí. Adalek ar mare-se e krogas Mercè Rodoreda da skrivañ lennegezh, evit tec’hel diouzh he buhez evel « maouez er gêr ». Neuze e savas barzhonegoù, ur pezh-c’hoari hag ur romant. Da vare an Eil Republik spagnol, er bloavezhioù 1930, e labouras ivez evel kazetennerez. E 1937 e tapas ar priz Joan Crexells gant he romant Aloma. Sellet a rae-hi outañ evel he levr « azv » kentañ, met adskrivet e voe ganti penn-da-benn e 1969. Er bloaz-se ivez e tispartias diouzh he gwaz Joan Gurguí.

Abalamour d’ar Brezel Diabarzh e kuitaas Barcelona e 1939. Bevañ a reas en harlu e Roissy-en-Brie, e Bro-C'hall, da gentañ, a-raok tec'hel da Suis hag en em staliañ e Geneva. E Geneva, ma veve gant he c’haredig, Joan Prat, e skrivas he levr anavezetañ, La plaça del Diamant, a seller outañ evel ar romant katalanek pouezusañ en eil hanterenn an XXvet kantved.

E 1972 e tistroas da Gatalonia hag ober a reas he annez e Romanyà de la Selva, ur geriadenn nepell diouzh an aod, e proviñs Girona. Eno e skrivas levrioù all c’hoazh. E 1980 e voe embannet he romant diwezhañ Quanta, quanta guerra... hag er bloavezh-se ivez e tapas ar Premi d'Honor de les Lletres Catalanes (Priz a enor al lizhiri katalanek)

Mervel a reas diwar ur c’hrign-bev e 1983 ha beziet e voe e Romanyà de la Selva.

Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù he deus skrivet Mercè Rodoreda dreist-holl, met ivez barzhonegoù ha pezhioù-c’hoari. Meur a hini eus he romantoù zo bet troet e yezhoù all, ar galleg hag ar saozneg en o zouez. E-mesk he levrioù anavezetañ e c’haller menegiñ :

  • (1932) Sóc una dona honrada?
  • (1934) Del que hom no pot fugir
  • (1934) Un dia en la vida d'un home
  • (1936) Crim
  • (1938) Aloma
  • (1958) Vint-i-dos contes
  • (1962) La plaça del Diamant
  • (1966) El carrer de les Camèlies
  • (1967) Jardí vora el mar
  • (1967) La meva Cristina i altres contes
  • (1974) Mirall trencat
  • (1978) Semblava de seda i altres contes
  • (1979) Tots els contes
  • (1980) Viatges i flors
  • (1980) Quanta, quanta guerra...
  • (1986) La mort i la primavera

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (ca) AELC