Statud emrenerezh Katalonia (2006)
Statud emrenerezh Katalonia (e katalaneg : Estatut d'Autonomia de Catalunya, e kastilhaneg : Estatuto de autonomía de Cataluña) a zo ul lezenn-diazez, e stern Bonreizh Spagn 1978, evit aozañ ensavadurioù Katalonia, termeniñ gwirioù ha deverioù ar vro, he darempred gant ar peurrest eus Spagn ha penaos e vez arc'hantaouet he gouarnamant.
Asantet e oa bet d'al lezenn gant ar Gatalaniz dre ur referendom dalc'het d'an 18 a viz Even 2006 evit erlec'hiañ Statud Sau eus 1979. Diwar atiz Strollad ar Bobl e oa bet barnet e 2010 gant Lez-varn vonreizhel Spagn un toullad melladoù. 14 anezho a zo bet adskrivet ganto hag al lez-varn he deus rediet da lenn 27 anezho en ur mod nemetken. An darvoud-se en deus lakaet ur milion a dud da vanifestiñ e Barcelona dindan al lugan Som una nació. Nosaltres decidim (Ur vroad omp. Divizout a reomp). Gwelet eo an darvoudoù-se evel lañs kentañ al lusk evit an dizalc'hidigezh er bloavezhioù 2010.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur raktres evit reiñ da Gatalonia ur statud emren a oa bet tabutet e 1919 hep kaout disoc'hoù. E 1928 e oa bet skrivet ur raktres bonreizh gant broadelourien gatalan.
Statud Núria e 1932
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar statud emrenerezh kentañ a oa bet savet e 1932, e-pad an Eil Republik spagnol, diwar un emglev etre ar sokialisted, ar vroadelourien hag ar republikaned. Asantet e voe d'ar statud-se gant 99% eus ar Gatalaniz goude ur referendom met enebiezh a oa bet gant lod eus ar gannaded er C'hortes, ha kemmoù bras a oa bet degaset d'an destenn. Daoust da se e voe disklêriet ez eo Katalonia ur rannvro emren e Spagn hag adsavet e voe a varv da vev ar Generalitat bet freuzet en XVIIIvet kantved. Ur Parlamant hag ur Prezidant a voe dilennet evit ren ar vro hag ar c'hatalaneg a oa yezh ofisiel, par d'ar c'hastilhaneg.
Dizemglev politikel etre an nerzhioù e penn Katalonia (ERC, en tu-kleiz) hag ar re e penn Spagn, en tu-dehoù, a zegasas un enkadenn bolitikel vras. Embannet e voe gant Lluís Companys, Prezidant Katalonia, ur Stad katalan e diabarzh ar Republik spagnol, a-raok ma voe harzet hennezh ha freuzet statud emrenerezh ar vro.
Trec'h talbenn an tuioù-kleiz e 1936 a aotreas Katalonia da adkavout an emrenerezh evit ur prantad berr a-raok ma tarzhje ar brezel diabarzh. Gant aloubadeg Katalonia gant arme ar jeneral Franco e voe freuzet da vat statud emrenerezh 1932.
Statud 1979
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat ha galvet e brezidant diwezhañ, Josep Tarradellas, a oa en harlu da brezidañ ar Generalitat da c'hortoz an dilennadegoù. Degemeret e voe ar Statud nevez, savet diwar un emglev etre ar strolladoù politikel pennañ, e 1979 goude ur referendom. 88,1% eus ar Gatalaniz a savas a-du gant ar Statud emrenerezh nevez. Kadarnaet e voe gant ar C'hortes hag ar Sened er memes bloaz ha gant ar Roue e fin ar bloaz.
Anavezet eo Katalonia evel ur vroadenn gant ar c'hatalaneg evel he yezh dezhi. Adsavet e voe ar Generalitat, enni ur Parlamant hag ur gouarnamant renet gant Prezidant ar Generalitat.
Labour war Statud 2006
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lañs evit reformiñ er bloavezhioù 2000
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ, pa oa kaoz eus nevesaat statud emren ar vro, e oa evit hizivaat un nebeud melladoù eus statud 1979 evit brasaat tachenn kefridioù ar Generalitat hag evit lakaat anezhañ da glotañ gant lezennoù bet votet gant ar Generalitat. Diwar intrudu gouarnamant Katalonia e teu ar soñj-se, harpet gant Strollad Sokialourien Katalonia (PSC-PSOE), Iniciativa per Catalunya Verds hag Esquerra Republicana de Catalunya (ERC) o doa tapet an trec'h e dilennadegoù 2003. Harpet int ivez gant prezidant gouarnamant Spagn José Luis Rodríguez Zapatero. Heuliet eo gant Partido Popular e Katalonia a gomañs da gemer perzh en tabutoù ur bloaz war-lerc'h.
Diwezhatoc'h e voe kavet un emglev ivez gant Convergència i Unió (CiU), ar strollad emrenour eus an tu-dehoù, diwar-benn termeniñ Katalonia evel ur vroad, lakaat katalaneg ha kastilhaneg par ouzh par ha krouiñ ur takad evit Katalonia evit dilennadegoù Parlamant Europa. Dizemglevioù a zo ivez, war arc'hantaouiñ ar Generalitat, likelezh an deskadurezh ha distro "gwirioù istorel Katalonia", ar pezh a lakaas da gredin ne gavjed ket un emglev evit ar Statud nevez.
A-benn ar fin e voe kavet un emglev an deiz a-raok ar votiñ hag adoptet e voe ar Statud nevez gant Parlamant Katalonia gant 120 mouezh a-enep 15 mouezh (reoù ar PP).
Referendom
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divizet e oa bet aozañ ur referendom evit lakaat ar Gatalaniz da reiñ o soñj war ar Statud nevez. ERC a zivizas a-benn ar fin bezañ a-enep ar Statud nevez, kar ne'z ae ket pell a-walc'h hervezo ar raktres kinniget da vat d'ar Gatalaniz e-keñver an hini votet gant ar Parlamant. Divizout a rejont votiñ gwenn da gentañ a-raok mont betek kinnig da votiñ "nann". An diviz-mañ a skarzhas ERC eus ar gouarnamant hag e zegasas dilennadegoù nevez.
D'an 18 a viz Even 2006 e voe dalc'het ar referendom. Trec'h e voe gant "Ya" gant 73,23% eus ar mouezhioù a-enep 26,72% evit "nann" ha 5,34% o deus votet gwenn (nebeutoc'h eget 1% eus votoù nul). Ne voe ket kemeret perzh kalz avat, ar pezh a lakaas diaes ar strolladoù politikel, kar 48,8% eus an dilennerien katalan o deus votet nemetken. Kadarnaet eo ar Statud memestra peogwir ne oa ket a reolennoù diwar-benn ar c'hemer-perzh.
Votet e voe neuze al lezenn gant ar C'hortes e Madrid ha lakaet e voe ar Statud e pleustr e miz Gwengolo 2006.
Enebiezh a-enep ar Statud nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amboug dirak Lez-varn Bonreizh Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 31 a viz Gouere 2006 e voe kinniget dirak Lez-varn Bonreizh Spagn ur c'hlemm a-enep ar Statud nevez gant ar PP, o tamall an hanter eus melladoù ar Statud, lod anezhañ o vezañ e Statudoù emrenerezh kumuniezhioù all e Spagn. Mont a ra difenner ar bobl Enrique Múgica a-du gant ar PP evit burutellat ar Statud nevez.
E miz Gwengolo hag Here eus ar memes bloaz e toug kumuniezhioù emren Inizi Balear, Valencia (renet gant PP) hag Aragon (renet gant ar PSOE) a-enep ar melladoù diwar-benn Dielloù Kurunenn Aragon. Kumuniezhioù La Rioja ha Murcia (renet gant PP) a zougas klemm a-enep ar melladoù diwar-benn red an Ebre hag an arc'hantaouiñ anezhañ.
Burutelladennoù ouzh Lez-Varn Bonreizh Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez barnerien ez eus "mirourien" (anvet gant ar PP) ha "araogourien" (anvet gant ar PSOE). Tapet e voe al Lez-varn e stourmoù levezon an daou strollad e-pad pevar bloaz, ar pezh en deus lakaet al Lez-varn diaes evit barnañ ar Statud nevez. E 2007 e voe goulennet gant ar PSOE e vije skarzhet Prezidantez al Lez-varn María Emilia Casas abalamour d'he gwaz en doa skrivet ur rentañ-kont evit gwelet hag-eñ e klote ar Statud gant ar Vonreizh. Nac'het e voe gant al Lez-varn. Un ezel all a voe bountet betek dilezel e bost. Un all, Roberto García-Calvo a varvas, met ne voe ket erlec'hiet abalamour d'an dizemglev etre an daou strollad pennañ eus buhez politikel Spagn.
Tamallet e voe al Lez-varn ne'z aje ket buan a-walc'h e labour diwar-benn ar Statud.
Da c'hortoz diviz al Lez-varn, dizemglevioù diwar penaos lakaat ar Statud e pleustr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divizet e voe gant ar Generalitat lakaat e pleustr ar Statud nevez hep gortoz diviz al Lez-varn. Marc'hataet e voe neuze un emglev war arc'hantaouiñ obererezhioù ar gouarnamant a-benn digreskiñ divigad ar budget e 2009.
Bep an amzer e voe daleet treuzkas ar c'hinnigoù nevez diwar gouarnamant Spagn. E 2009, ne oa treuzkaset 9 c'hinnig nemetken diwar 40 raktreset. Memestra e kendalc'hed war al labour evit reformiñ an tachennoù roet gant ar Statud, an deskadurezh, karg difenner ar bobl...
Diviz Lez-varn ar Vonreizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2010 e voe embannet diviz Lez-varn Bonreizh Spagn. Nullet e voe 14 mellad diwar 223. Lezet e voe ar rakger a dermen Katalonia evel ur vroad diwar abegoù n'emañ ket e tachenn ar gwir ha n'eus levezon ebet war an doare da lenn an destenn. Lemmet e voe meizad ar vroad e melladoù avat kar a-enep Bonreizh Spagn ne anavez nemet ur vroad ez ae, daoust da "dalvoudegezh istorel ha sevenadurel" ar meizad. Asantiñ a ra e vije ret ar c'hatalaneg er skol met nac'hañ a ra vije implijet katalaneg kentoc'h eget kastilhaneg er melestradur. Nac'hañ a ra ivez e vije krouet un ensavadur evit adwelet labour an ensavadurioù Stad e Katalonia.
Deroù un enkadenn bolitikel e Katalonia abalamour da ziviz al Lez-varn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet fall e voe an diviz gant ar Gatalaniz a aozas ur vanifestadeg vras d'an 12 a viz Gouere 2010, diwar intrudu Òmnium Cultural, dindan an anv "Som una nació. Nosaltres decidim" (Ur vroad omp, Ni a ziviz). Soutenet eo gant an holl strolladoù politikel war-bouez skourr katalan ar PP. Hervez ar polis e voe bodet ur milion a dud, ur milion hanter hervez an aozourien.
Loc'hañ a reas al lañs dizalc'hour a vodas ouzhpenn ur milion a dud bep bloaz evit goulenn an dizalc'hidigezh, a-wezhioù 2 vilion, hag a lakaas ar gouarnamant da sikour aozadur ur guzuliadenn e 2014 hag ur refenrendom e 2017.
Korf ar Statud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Broad katalan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mellad 8 ar Statud e oa termenet Katalonia evel ur vroad, ar pezh a glote hag a glot c'hoazh gant meno ar Gatalaniz war ar poent-mañ, daoust m'eo termenet Katalonia evel ur vroadenn nemetken e Bonreizh Spagn.
Buan-tre e teuas war wel ne glotje ket ar mellad-se gant mellad 2 Bonreizh Spagn kar mont a ra a-enep "unaniezh nann-disrannapl Spagn, a zo broad boutin an holl Spagnoled ha n'haller ket rannañ". Abalamour d'an dra-se e oa bet kemmet ar mellad-se gant Lez-varn Bonreizh Spagn e 2010.
Difennet eo ar mellad gant barnerien zo memestra, evel Carles Viver i Pi-Sunyer a oa bet barnour e Lez-varn Bonreizh Spagn, a lavar n'eus mennozh ebet e-keñver ar gwir er mellad-mañ met kentoc'h un heuliad mennozhioù bras n'o deus talvoudegezh ebet e-keñver ar gwir. ur gudenn politikel eo ha n'eo ket ur gudenn war ar gwir hervezañ.
Ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreñvaet eo plas ar c'hatalaneg gant ar Statud, a zo anavezet evel "yezh-dezhi" Katalonia. Anavezout katalaneg a zeu da vezañ ur redi kement hag evit ar c'hastilhaneg. Posupl e vije bet ivez kas goulennoù pe klemmoù d'an ensavadurioù-stad, evel da Lez-Varn ar Vonreizh, d'al Lez-varn Uhel ha d'ar c'hCortes Generales e katalaneg. Anavezet eo evel yezh ar vro, par d'ar c'hastilhaneg. Gwarezet eo ar yezh gant ar Statud diwar neuze ha pas gant lezennoù ar rannvro.
Diviz Lez-varn ar Vonreizh a lammas ar gwir da gas goulennoù pe klemmoù e katalaneg d'an ensavadurioù-stad ha n'eus ket droet da c'houarnamant Katalonia implijout ar c'hatalaneg evel yezh bennañ ar velestradurezh.
Gwirioù istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karget eo ar Generalitat da lakaat da dalvezout gwirioù keodedel, yezh ha sevenadurel ar Gatalaniz. Ar gwirioù "istorel"-se a zo diazez gouarnamant ar vro, da lavaret n'eus ket ken eus ur c'hevread etre pobl Katalonia ha Stad Spagn met ur gouarnamant diaezet war ar gwirioù-se.
Ensavadurioù ar gouarnamant emren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Parlamant Katalonia emañ galloud lezennel a vro ha gant ar gouarnamant emañ ar galloud ober.
Difenner ar Bobl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontrol d'ar pezh a oa bet embannet gant ar Statud, e oa bet nac'het gant Lez-varn ar Vonreizh ar gwir da Zifenner ar Bobl katalan (e katalaneg : Síndic de Greuges) da sellet pizh ouzh labour an ensavadurioù spagnol e Katalonia.
Galloud barnañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a ra pelloc'h kefridioù ar Generalitat e-keñver ar barn gant Statud 2006, da skouer e-keñver ar stourm a-enep an drammoù, al lez-varn peoc'h ha tresañ harzoù al lezioù-barn. Roet e voe ar plas uhelañ da Lez-varn uhel Katalonia (e katalaneg : Tribunal Superior de Justícia de Catalunya pe TSJC).
Hogen, gant diviz Lez-varn ar Vonreizh, e voe lakaet ensavadurioù-barn Katalonia dindan gazelge an ensavadurioù spagnol.
Arc'hantaouiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelloc'h ez a galloud arc'hantaouiñ ar Generalitat. An arc'hant degaset gant tailhoù ar Gatalaniz a zo sañset chom er Generalitat, da lavaret eo e kresk al lodenn eus an arc'hant roet d'ar gouarnamant hag e tigresk al lodenn roet da c'houarnamant Spagn, da lavaret eo e chom e Katalonia 50% eus tailhoù ar goproù, 50% eus an TGO, 58% eus an tailhoù dibar ha 100% eus an tailhoù all. Ar Generalitat en deus droet da dermeniñ normoù an tailhoù.
Ar gwir zo roet d'ar Generalitat da c'houlenn ma vije arc'hantaouet raktresoù gant ar Stad diouzh pouezh Katalonia e PIB Spagn. Gwelet e voe er bloavezhioù 1990 ha 2000 e veze arc'hantaouet 12% eus holl arc'hant dispignet gant Spagn e Katalonia pa oa 18% eus PIB ar vro.
Bevennet e oa bet kalz ar galloudoù-se gant diviz Lez-varn Bonreizh Spagn, dreist-holl diwar-benn ar gwir da lezenniñ war ar c'hefoù-espern hag an aozadurioù kredit, ar bankoù hag an asurañsoù.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Statud emrenerezh Katalonia 2006 PDF
- (ca) « Estatut d’Autonomia de Catalunya del 2006 », Gran Enciclopèdia Catalana, hzivaet d'an 12 a viz Gouere 2010.
- (es) « Estatuto de autonomía de Cataluña », war lec'hienn ofisiel Generalitat Katalonia, bet gwelet d'ar 4 a viz C'hwevrer 2013.
- (ca) « El Estatut en la portada de La Vanguardia », teuliad La Vanguardia diwar-benn Statud 2006.