Josep Pla

Eus Wikipedia
Josep Pla e 1917

Josep Pla i Casadevall (distaget [ʒuˈzɛp ˈpɫa] e katalaneg), ganet d'an 8 a viz Meurzh 1897 e Palafrugell ha marvet d'an 23 a viz Ebrel 1981 e Llofriu, a oa ur skrivagner hag ur c'hazetenner eus Katalonia.

Evel kazetenner en doa labouret e Bro-C'hall, Italia, Bro-Saoz, Alamagn ha Rusia, ma skrive pennadoù katalanek a gase da gazetennoù eus e vro. Sellet a reer outañ evel ur skrivagner a bouez evit al lennegezh katalanek vodern : gant e oberennoù, ha re tud all evel Salvador Espriu pe Josep Maria de Sagarra e voe nevesaet al lennegezh-se en XXvet kantved. E-pad ouzhpenn 60 vloaz en doa skrivet ouzhpenn 30 000 pajenn. Bremañ c'hoazh ez ez eo unan eus ar skrivagnerien gatalanek a vez lennet ar muiañ.

Marvet e oa d'un 23 a viz Ebrel, Devezh Etrebroadel al Levrioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.