Republik Katalan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Republik Katalan (República Catalana e katalaneg, anvet ivez Estat Català "Stad Katalonia"), zo ur renad politikel savet pemp gwech e Katalonia : er XVIIvet kantved gant Pau Claris, en XIXvet kantved gant Baldomer Lostau i Prats, e 1931 gant Francesc Macià, e 1934 gant Lluís Companys ha d'ar 27 a viz Here 2017 gant Carles Puigdemont.

Braços Generals Pau Claris[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 17 a viz Genver 1641 e voe embannet ar Republik Katalan gant Pau Claris.
Aloubet e voe Katalonia neuze gant roue Spagn, Felipe IV. D'an 23 e c'houlennas Pau Claris skoazell digant roue Bro-C'hall, Loeiz XIII, a anavezas anezhañ evel « kont Barcelona », un titl hag a voe legadet goude d'e bennhêr Loeiz XIV betek 1652. Ha setu lakaet priñselezh Katalonia dindan ar rouantelezh c'hall. D'ar 26 a viz Genver 1641 e voe Emgann Montjuïc, ma voe trec'het arme Spagn. Mervel a eure Pau Claris miz goude.

Gant Feur-emglev Westfalen 1648 e kollas Spagn un darn vras eus he douaroù e kreiz Europa, ha ne voe ket diskoulmet kudenn ar broioù katalan en hanternoz d'ar Pireneoù. E 1659, dre Feur-emglev ar Pireneoù, e laoskas Felipe IV kontelezh Rousilhon da vont gant Bro-C'hall, hag ivez hanternoz Cerdanya, daoust d'ar bonreizhoù katalan.

Embann 1873[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 18 a viz mae 1869 e voe sinet Pakt kevreadel Tortosa gant kengorioù republikan Aragon, Katalonia, Valencia ha Balearez.


Embann Here 1934 gant Lluís Companys[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred Lluís Companys.

D'ar 6 a viz Here 1934, da vare Dispac'h Asturiez, e voe embannet savidigezh ar Stad katalan gant Lluís Companys. Harzet e voe Companys, hag ehanet emrenerezh ar Generalitat.

Echu Brezel Spagn, en 1939, tec'het ar gouarnamant katalan d'an harlu.

Embann 1931[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez emglev Donostia, d'ar 17 a viz Eost 1930 e oa ar strolladoù republikan spagnol da gemmañ ar renad goude trec'hiñ en dilennadeg da vezañ, hag emren e oa Katalonia da vezañ e framm ar Republik spagnol.