Montserrat Caballé

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Montserrat Caballé — hec'h anv klok Maria de Montserrat Viviana Concepción Caballé i Folc — a zo ur ganerez (soprano) katalanat. Ganet eo bet d'an 12 Ebrel 1933 e Barcelona.

Lezanvet eo bet « La Superba » abalamour d'he barregezhioù. Brudet eo evit he ferzhioù en oberennoù gant Rossini, Bellini ha Gaetano Donizetti peurgetket.