Daniel Owen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Delwenn Daniel Owen en Yr Wyddgrug

Daniel Owen (Yr Wyddgrug, 20 a viz Here 1813 - 22 a viz Here 1895) a oa ur skrivagner kembraek, unan eus ar re a skrivas ar muiañ e kembraeg en XIXvet kantved.

Ne oa nemet bloaz hepken pa varvas e dad ha daou eus e vreudeur en ur gwallzarvoud en ur vengleuz. Dre ma oa paour ar familh goude-se, ne dapas ket ar paotrig nemeur a zeskamant er skol, war-bouez e "skol ar Sul" (Ysgol Sul), ha da 12 vloaz e krogas da zeskiñ ar vicher kemener. Pa oa deskard en em lakaas da skrivañ barzhonegoù. Lenn a rae kalz levrioù e kembraeg hag e saozneg ivez. Tamm-ha-tamm e kemeras perzh en Eisteddfodoù bihan ha gounit prizioù enno.

E-pad ur pennad e voe studier e Coleg y Bala, rak klask a rae mont da bastor. Ne voe ket beleget avat ha chom a reas da labourat evel kemener betek fin e vuhez. Prezegennoù a rae en unan eus chapelioù metodourien Yr Wyddgrug koulskoude. Pa rankas paouez gant e brezegennoù, abalamour ma oa fall e yec'hed, e voe broudet gant ar pastor da sevel skridoù. Neuze e krogas da skrivañ romantoù. Enno e kaver taolennoù eus ar vuhez e biz Kembre en amzer-hont gant ar c'hemmoù bras a c'hoarvezas er gevredigezh hag e bed al labour en XIXvet kantved. Diskouez a reas bezañ ur romantour ampart hag a ouie sevel poltredoù eus an dud hag o zro-spered.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Offrymau Neilltuaeth (1879)
  • Y Dreflan (1881)
  • Hunangofiant Rhys Lewis (1885)
  • Y siswrn (1888)
  • Enoc Huws (1891)
  • Gwen Tomos (1894)
  • Straeon y Pentan (1895), troet e brezhoneg gant Youenn Olier, dindan an titl Kontadennoù e-tal an oaled, Imbourc’h 1994.

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.