Kentgermaneg
Neuz
(Adkaset eus Proto-germaneg)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar c'hentgermaneg, pe protogermaneg (berraet PGmc.), germaneg kumun a zo ur gentyezh nann-testeniekaet, adsavet, a vez gwelet gant lod evel mamm an holl yezhoù germanek. Ar gentyezh-mañ eo ar yezh-vamm a-nevesañ kumun evit an holl yezhoù germanek. Dont a ra eus ar c'hentindezeuropeg (KIE).
N'eo ket testeniekaet ar yezh-se gant skridoù met adsavet eo bet dre an hentenn geñveriañ gant yezhoniourien. Koulskoude, skridoù runek a zo bet kavet e Skandinavia eus ar bloaz 200 goude Jezuz-Krist hag a c'hallfe bezañ kentgermaneg diwezhañ pe kentnorseg.
Fonologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kensonennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diweuz | Dent | Kevig | Staon | Drekstaon | Gweuz-staon | |
---|---|---|---|---|---|---|
Dre fri | m | n | (ŋ) | (ŋʷ) | ||
Dre serriñ | p b | t d | k ɡ | kʷ ɡʷ | ||
Dre daravat | ɸ (β) | θ (ð) | s z | x (ɣ) | xʷ | |
Dre strakal | r | |||||
Dre dostaat | j | w | ||||
A-gostez dre dostaat | l |
Notes:
- [ŋ] a oa un alofonem eus /n/ dirak drekstaon dre serriñ.
- [ŋʷ] a oa un alofonem eus /n/ dirak gweuz-staon dre serriñ.
- [β], [ð] ha [ɣ] a oa un alofonemoù eus /b/, /d/ and /ɡ/.
Vogalennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentgermaneg en doa peder vogalenn verr[1] pemp pe c'hwec'h vogalenn hir ha da nebeutañ unan "hir-pad" vogalenn ((en) "overlong"). N'eo ket sur kalite fonemik ar vogalennoù-se.
|
|
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diwar-benn i hag e gwelout [i] Cercignani, 1979[/i].