Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kentgermaneg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Proto zo ur rakger latin hag Ur unan alamanek a glotfe o-daou gant ar rakger brezhonek kent. --Llydawr (kaozeal) 7 C'hwe 2013 da 21:51 (UTC)[respont]

N'eus nemet goulenn cheñch titl ar pennad : un afer a gerioù etrevroadel pe get eo ha ne welan perak e c'hellfe bezañ ur ger all en alamaneg ha ne c'hellfe ket e brezhoneg. N'anavezen ket ar rakger-mañ pa m'eus savet ar pennad (ha ret 'vije ivez sellout ouzh *proto-keltiek evit gouzout ma ez eus unan, ne m'eus ket soñj). Goulenn a rin ar cheñchamant bremaik. Ho trugarekaat. Lekemok (kaozeal) 8 C'hwe 2013 da 19:47 (UTC)[respont]
An holl c'herioù-se a zlefe bezañ skrivet en ur ger hepken hervez reolennoù ar brezhoneg. Evit ar ger "ur-germaneg", n'ouzon ket hag-eñ eo ret skrivañ gant "U" pennlizherenn, hervez boaz an alamaneg (pa'z eo ur rakger alamanek), ha hervez an alamaneg e tlefe bezañ stag ivez (Urgermanisch), met evit ar poent em eus lezet evel ma oa.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 C'hwe 2013 da 20:22 (UTC)[respont]