Kyffin Williams
Sir John Kyffin Williams a oa ul livour kembreat, ganet d'an 9 a viz Mae 1918 ha marvet d'ar 1añ a viz Gwengolo 2006.
Ganet e voe e Llangefni, en Enez Môn. Goude e studioù ez eas d'an arme, met korbellet e voe e 1941 abalamour d'e yec'hed (klañv e oa gant an drougsant). Lavaret e voe dezhañ gant e vedisin plediñ gant an arz. Mont a reas da Londrez da studiañ er Slade School of Fine Art ha goude-se e kelennas en Highgate School, e Londrez, eus 1944 betek 1973. E dibenn e vuhez e veze sellet outañ gant an arzvarnerien evel gwellañ livour Kembre. Eoullivadurioù a reas dreist-holl, eus e vro c'henidik hag eus an dud enni dreist-holl. E 1968 ez eas da Batagonia da ober taolennoù eus ar Wladfa. Anvet e voe da ezel er Royal Academy of Arts ("Akademiezh Roueel an Arzoù") e 1976. Roet e voe Gwobr Glyndŵr dezhañ e 1995 ha garedonet e voe gant medalenn an Order of the British Empire e 1982, abalamour d'e oberenn. E bloavezhioù diwezhañ e vuhez e oa Kyffin Williams o chom e Pwllfanogl, en Enez Môn. Eno e varvas, gant ur c'hrign-bev e 2006. Beziet e voe e bered Llanfair-yng-Nghornwy.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kyffin a'i Gynefin, levr kembraek gant Carolyn Davies, Lynne Bebb ha Siân Owen, 2005.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Land Against the Light: Kyffin Williams - BBC
- Obituary: Sir Kyffin Williams - BBC
- Kyffin Williams paintings - Your Paintings, BBC.