Kib vell-droad ar bed
| Iskevrennad eus | Kevezadeg bed, association football competition |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1930 |
| Anv er yezh a orin | FIFA World Cup |
| Competition class | men's association football |
| Sport | mell-droad |
| Organizer | Kevread Etrebroadel Football Association |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.fifa.com/tournaments/mens/worldcup |
| Hashtag | FIFAWorldCup |
| Istor | history of the FIFA World Cup |
| Miz ar bloaz | Mezheven |
| Rummad tost | Category:FIFA World Cup–winning players |
| Eligible recipient | national association football team |
Kib vell-droad ar bed a zo ur gevezadeg mell-droad etrebroadel hag a vez dalc'het bep pevar bloaz en ur riez aozer. Dalc'het eo bet evit ar wech kentañ war intrudu Jules Rimet, prezidant Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA), e 1930 en Uruguay.
Orin ar gevezadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar soñj da aozañ ar gevezadeg Kib ar bed a zo deuet kerkent ha lakaet Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) en e sav e 1904. E 1906 eo raktreset aozañ ar gevezadeg kentañ e Suis, gant pevar rumm, pevar skipailh e pep hini anezho, evit an dro gentañ. Met pa oa bet anv da glozañ an enskrivadurioù gant an holl skipailhoù bet pedet da zont, d'an 31 a viz Eost 1905, n'eus bet kevread ebet evit kadarnaat hag e oa bet nullet ar raktres. E 1908 e sav KEFA un tournamant mell-droad olimpek hag e klask lakaat anezhañ da vezañ anvet evel kampionad mell-droad amatour ar bed. Kadarnaet eo ar meno-se e 1914 da geñver kendalc'h KEFA. Met chom a ra sac'het an intrudu abalamour d'ar Brezel-bed kentañ. Goude ar Brezel Bras e cheñch KEFA hec'h emzalc'h. Adal m'eo dilennet Jules Rimet e penn KEFA e stourm evit ma ne vefe ket anvet an tournamant olimpek da gampionad mell-droad amatour hag evit ma vo krouet ur gevezadeg etrebroadel nevez. A-benn ar fin eo savet KEFA a-du gant ar raktres Kib ar bed d'an 28 a viz Mae 1928 : 25 mouezh a-du, 5 a-enep (Ar broioù Skandinaviat) hag unan neptu (Alamagn)[1].
Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed en Uruguay d'an 18 a viz Mae 1929 da geñver kendalc'h KEFA 1929 e Barcelona. Dre ma koust kaer-ruz mont da Uruguay, n'eus ken nemet pevar skipailh evit mont di 1930[2] : hini Bro-C'hall, hini Belgia, hini Yougoslavia hag hini Roumania. Dav eo da Jules Rimet ober tro Bro-C'hall zoken, evit kendrec'hiñ pennoù-bras ar melestradurezh, ar c'hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc'het gant ar skipailh e koulz. Dont a ra a-benn un toullad a c'hoarierien da ziskregiñ eus o labour evit daou viz, ar pezh n'hall ket ober ar gourdoner Gaston Barreau. Evit enoriñ stourm prezidant KEFA eo "Kib Jules Rimet" anv an trofe a vez da c'hounit etre 1930 ha 1970.
Dibabet e vez lakaat ar gevezadeg nevez bep pevar bloaz, etre pep krogad C'hoarioù Olimpek. E deroù Kib ar bed e veze an hevelep skipailhoù o kenstrivañ an eil a-enep egile da geñver ar C'hoarioù Olimpek, amatourien ma oant holl. Hiziv an deiz eo gwell evit skipailhoù Europa, dre ma vez aozet Kib ar bed a bep eil gant Kampionad mell-droad Europa ar Broadoù, ar pezh ned eo ket heñvel evit ar skripailhoù afrikan a genstriv evit Kib Afrika ar Broadoù bep daou vloaz, zoken pa vez eus Kib ar Bed.
Emdroadur ar gevezadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar pennad gallek, da vezañ kendalc'het…
Ar gwechoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwellañ paler pep dalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1930 (en Uruguay) : Guillermo Stábile (
Arc'hantina), eizh pal, - 1934 (e Rouantelezh Italia) : Oldřich Nejedlý (
Tchekoslovakia), pemp pal, - 1938 (e Bro-C'hall) : Leônidas (
Brazil), seizh pal, - 1942 (nullet),
- 1946 (nullet),
- 1950 (e Brazil) : Ademir (
Brazil), eizh pal, - 1954 (e Suis) : Sándor Kocsis (
Hungaria), unnek pal, - 1958 (e Sveden) : Just Fontaine (
Bro-C'hall), trizek pal, - 1962 (e Chile) : Garrincha (
Brazil), pevar fal, - 1966 (e Bro-Saoz) : Eusébio (
Portugal), nav fal, - 1970 (e Mec'hiko) : Gerd Müller (
Alamagn ar C'hornôg), dek pal, - 1974 (en Alamagn) : Grzegorz Lato (
Polonia), seizh pal, - 1978 (en Arc'hantina) : Mario Kempes (
Arc'hantina), c'hwec'h pal, - 1982[3] (e Spagn) : Paolo Rossi (
Italia), c'hwec'h pal, - 1986 (e Mec'hiko) : Gary Lineker (
Bro-Saoz), c'hwec'h pal, - 1990 (en Italia) : Totò Schillaci (
Italia), c'hwec'h pal, - 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Hristo Stoičkov (
Bulgaria) hag Oleg Salenko (
Rusia), c'hwec'h pal, - 1998 (e Bro-C'hall) : Davor Šuker (
Kroatia), c'hwec'h pal, - 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Ronaldo (
Brazil), eizh pal, - 2006 (en Alamagn) : Miroslav Klose (
Alamagn), pemp pal, - 2010 (e Suafrika) : Thomas Müller (
Alamagn), pemp pal, - 2014 (e Brazil) : James Rodríguez, (
Kolombia), c'hwec'h pal, - 2018 (e Rusia) : Harry Kane, (
Bro-Saoz), c'hwec'h pal, - 2022 (e Qatar) : Kylian Mbappé, (
Bro-C'hall), eizh pal.
Mell aour (Gwellañ c'hoarier) pep dalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1982 (e Spagn) : Paolo Rossi (
Italia), - 1986 (e Mec'hiko) : Diego Maradona (
Arc'hantina), - 1990 (en Italia) : Totò Schillaci (
Italia), - 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Romário (
Brazil), - 1998 (e Bro-C'hall) : Ronaldo Luís Nazário de Lima (
Brazil), - 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Oliver Kahn (
Alamagn), - 2006 (en Alamagn) : Zinédine Zidane (
Bro-C'hall), - 2010 (e Suafrika) : Diego Forlán (
Uruguay), - 2014 (e Brazil) : Lionel Messi (
Arc'hantina), - 2018 (e Rusia)
- 2012 (e Qatar).
Gwellañ diwaller-pal pep dalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Michel Preud'homme (
Belgia), - 1998 (e Bro-C'hall) : Fabien Barthez (
Bro-C'hall), - 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Oliver Kahn (
Alamagn), - 2006 (en Alamagn) : Gianluigi Buffon (
Italia),
Maneg aour :
- 2010 (e Suafrika) : Iker Casillas (
Spagn), - 2014 (e Brazil) : Manuel Neuer (
Alamagn), - 2018 (e Rusia) : Thibaut Courtois (
Belgia), - 2022 (e Qatar) : Emiliano Martínez (
Arc'hantina)
Gwellañ c'hoarier yaouank pep dalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1958 (e Sveden) : Pelé (
Brazil), - 1962 (e Chile) : Flórián Albert (
Hungaria), - 1966 (e Bro-Saoz) : Franz Beckenbauer (
Alamagn ar C'hornôg), - 1970 (e Mec'hiko) : Teófilo Cubillas, (
Perou), - 1974 (en Alamagn) : Władysław Żmuda (
Polonia), - 1978 (en Arc'hantina) : Antonio Cabrini (
Italia), - 1982 (e Spagn) : Manuel Amoros (
Bro-C'hall), - 1986 (e Mec'hiko) : Enzo Scifo (
Belgia), - 1990 (en Italia) : Robert Prosinečki (
Yougoslavia), - 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Mark Overmars (
Izelvroioù), - 1998 (e Bro-C'hall) : Michael Owen (
Bro-Saoz), - 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Landon Donovan (
Stadoù-Unanet), - 2006 (en Alamagn) : Lukas Podolski (
Alamagn), - 2010 (e Suafrika) : Thomas Müller (
Alamagn), - 2014 (e Brazil) : Paul Pogba (
Bro-C'hall), - 2018 (e Rusia) : Kylian Mbappé (
Bro-C'hall), - 2012 (e Qatar).
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Victor Sinet, La Coupe du Monde oubliée, Saint-Cyr-sur-Loire, Alan Sutton, 2002, p. 17-20
- ↑ Deroù Kib ar bed
- ↑ Adalek 1982 e voe graet Botez aour eus an trofe a yae da c'hoprañ ar gwellañ paler.