Sándor Kocsis

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sándor Kocsis e 1960.

Sándor Péter Kocsis (Kocsis Sándor hervez an doare hungarek), bet ganet e Budapest (Hungaria) d'an 21 a viz Gwengolo 1929 hag aet da Anaon e Barcelona (Spagn) d'an 22 a viz Gouere 1979, a oa ur melldroader etrebroadel hungarian.

E Ferencvárosi Torna Club[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E skipailhoù re yaouank Ferencvárosi Torna Club, unan e-touez kleuboù kêr-benn Hungaria, en devoa kroget da c'hoari adalek 1942 a-raok mont da velldroader a vicher e 1945 er memes kleub. Ennañ e kemeras perzh e nav c'hrogad ha hanter-kant, o verkañ daou-ugent pal evel argader. Kampionad Hungaria a voe gounezet gantañ e 1949.

Eizh gwech ha tri-ugent e voe douget krez e skipailh broadel gantañ, etre 1948 ha 1956, o lakaat pemzek pal ha tri-ugent e kaouedoù ar skipailhoù enep.

Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer perzh a reas e Kib vell-droad ar bed 1954 a voe dalc'het e Suis. Eno e voe gwellañ paler ar genstrivadeg a-drugarez d'an unnek pal (en ur ober pemp krogad) a blantas : en abeg d'ar seizh anezhe bet merket e-barzh gant un taol penn e voe graet "Penn Aour" anezhañ diwar neuze.