Kib vell-droad ar bed 2006
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Kib vell-droad 2006 Deutschland 2006 | ||
|---|---|---|
| Skipailhoù war ar renk | 198 (Tournamant diwezhañ : 32) | |
| Lec'h | ||
| Kampion | ||
| Krogadoù da vezañ dalc'het | 64 | |
| Palioù bet | 145 (2,3 dre grogad) | |
| Niver a arvesterien | 757.655 (50.510 dre grogad) | |
| Gwellañ paler | 5 pal : | |
Kib vell-droad ar bed 2006 a zo ur gevezadeg-sport hag a oa bet dalc'het en Alamagn eus an 9 a viz Mezheven d'an 9 a viz Gouere 2006. An eil gwech e voe da Alamagn degemer ar genstrivadeg-mañ o vezañ ma oa bet aozet ganti e 1974 c'hoazh. An dekvet gwech e oa da Gib ar bed bezañ aozet en Europa da-heul an dalc'h kent en Asia (Japan ha Republik Korea) e 2002. War ar renk e oa kevreadoù mell-droad Suafrika, Brazil, Maroko hag ar Rouantelezh-Unanet evit hec'h aozañ ivez. Evel kustum e oa bet daou vare enni hag a zeuas an eil war-lerc'h egile : ur prantad perzhegañ hag ur prantad gourfenniñ. Dalc'het e oa bet ar gourfenn e Berlin. Da-geñver an 18vet kevezadeg-mañ e oa bet 32 skipailh mell-droad broadel o klask tapout ar gib.
Perzhidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skipailhoù bet perzheget (e 2005)
|
|

Kêrioù ha stadoù mell-droad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibabet e oa bet daouzek kêr dre Alamagn da zegemer ar c'hrogadoù mell-droad : München, Leipzig, Kaiserslautern, Köln, Stuttgart, Nürnberg, Dortmund, Hannover, Hamburg, Gelsenkirchen, Frankfurt ha Berlin.

ma voe krogadoù enno
Roll diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| 8vet gourfennoù | Kardgourfennoù | Hanter-c’hourfenn | Gourfenn | |||||||||||||||
| 24 Mez 5e - München (I) | ||||||||||||||||||
| A | |
1añ | |
2 | ||||||||||||||
| 30 Mez 5e - Berlin (1) | ||||||||||||||||||
| B | |
2l | |
0 | ||||||||||||||
| |
1 (4) | |||||||||||||||||
| 24 Mez 9e - Leipzig (II) | ||||||||||||||||||
| |
1 (2) | |||||||||||||||||
| C | |
1añ | |
2 | ||||||||||||||
| 4 Gou 9e - Dortmund (A) | ||||||||||||||||||
| D | |
2l | |
1 | ||||||||||||||
| |
0 | |||||||||||||||||
| 26 Mez 5e - Kaiserslautern (V) | ||||||||||||||||||
| |
2 | |||||||||||||||||
| E | |
1añ | |
1 | ||||||||||||||
| 30 Mez 9e - Hamburg (2) | ||||||||||||||||||
| F | |
2l | |
0 | ||||||||||||||
| |
3 | |||||||||||||||||
| 26 Mez 9e - Köln (VI) | ||||||||||||||||||
| |
0 | |||||||||||||||||
| G | |
1añ | |
0 | ||||||||||||||
| 9 Gou 8e - Berlin | ||||||||||||||||||
| H | |
2l | |
0 | ||||||||||||||
| |
1 (5) | |||||||||||||||||
| 25 Mez 5e - Stuttgart (III) | ||||||||||||||||||
| |
1 (3) | |||||||||||||||||
| B | |
1añ | |
1 | ||||||||||||||
| 1añ Gou Gelsenkirchen (3) | ||||||||||||||||||
| A | |
2l | |
0 | ||||||||||||||
| |
0 (1) | |||||||||||||||||
| 25 Mez 9e - Nürnberg (IV) | ||||||||||||||||||
| |
0 (3) | |||||||||||||||||
| D | |
1añ | |
1 | ||||||||||||||
| 5 Gou 9e - München (B) | ||||||||||||||||||
| C | |
2l | |
0 | ||||||||||||||
| |
0 | |||||||||||||||||
| 27 Mez 5e - Dortmund (VII) | ||||||||||||||||||
| |
1 | Krogad 3de plas | ||||||||||||||||
| F | |
1añ | |
3 | ||||||||||||||
| 1añ Gou 9e - Frankfurt (4) | 8 Gou 8e - Stuttgart | |||||||||||||||||
| E | |
2l | |
0 | ||||||||||||||
| |
0 | |
3 | |||||||||||||||
| 27 Mez 9e - Hannover (VIII) | ||||||||||||||||||
| |
1 | |
1 | |||||||||||||||
| H | |
1añ | |
1 | ||||||||||||||
| G | |
2l | |
3 | ||||||||||||||
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad A
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad B
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad C
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad D
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad E
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad F
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad G
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad H
Renkadur ar balerien wellañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loreet e vez gwellañ paler ar gevezadeg gant Botez aour Adidas (Adidas Golden Shoe Award) e dibenn an tournamant. Aet e oa gant Miroslav Klose (
) en devoa plantet 5 pal. - Gant Ronaldo (
) e oa aet da-geñver Kib vell-droad ar bed 2002. Plantet en devoa eizh pal an taol-se. E bempekvet pal en devoa lakaet e-korf 8vet gourfenn Kib 2006, a-enep da skipailh
Ghana. - Rekord an niver a balioù bet plantet e-kerzh un tournamant a zo bepred dalc'het gant ar c'hoarier gall Just Fontaine (
), bet plantet 13 pal gantañ e-doug Kib vell-droad ar bed 1958.
Ger-stur ar skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez da-heul roll ar skipailhoù gant o ger-stur.
| Skipailh | Ger-stur e brezhoneg | Ger-stur en e yezh orin | Notennoù[1] |
| Evit Alamagn, dre Alamagn | Für Deutschland - durch Deutschland | ||
| Ur vroad, ul lore, unnek leon | One Nation, One Trophy, Eleven Lions | ||
| Diskouez a ra Angola he hent. Hor skipailh eo hor pobl | Angola vai em frente a Selecção é a tua gente | ||
| Didrec'h eo ar falc'huned gwer | الاخضر صقور خضر بهمهم وين ما حلو ضاهوا القمم | ||
| Arc'hantina, war-sav ! | Pónganse de pié, Argentina avanza | ||
| Australia's Socceroos – En hent evit ar gloar | Australia's Socceroos - Bound for glory | ||
| Gwetur dindan evezh 180 milion a galonoù brazilian | Veículo monitorado por 180 milhões de corações Brasileiros | ||
| Korea unvan, ur vojenn beurbadel | [2] | ||
| Hor skipailh eo hol lu, hon arm eo ar volotenn. Deomp d'en em daol penn, kil ha troad en Alamagn | Nuestro ejército es la sele, nuestra arma es el balón, vamos todos al mundial a dar alma y corazón | ||
| Bec'h dezhi Olifanted ! Bezit trec'h o c'hoari dilikad | Allez les Éléphants ! Gagnez la coupe du monde avec le foot élégant | [3] | |
| En hent evit ar gourfenn, tan en hor c'halonoù | S vatrom u srcu do finala | ||
| Ecaduor eo ma buhez, ar vell-droad ma fasion, ar Gib ma youl-sevel | El Ecuador mi vida, el fútbol mi pasión, copa mi meta | ||
| Spagn. Ur vro, ur pal | España. Un país, una ilusión | ||
| Unvan e c'hoariomp, Unvan ez omp trec'h | United we play, United we win | [4] | |
| Frankiz, kevatalted, Jules Rimet ! | Liberté, égalité, Jules Rimet ! | ||
| Bec'h dezhi Black Stars, stered hor bed | Black Stars Monko, Yån Wiase Mu Nsroma | ||
| Stered Persia | ستاره هاى پارس | ||
| Foug glas enni, eo Italia en hor c'halonoù | Orgoglio azzuro Italia nel cuore | ||
| Dihunit spered ar Samourai ! | 燃やせ!サムライ魂!! | ||
| Skipailh Mec'hiko : pasion Aztek dre ar bed | Selección Mexicana: pasión azteca que cubre el mundo | ||
| Deuet eus kreiz Amerika... ar spered Guarani | Del Corazón de América... ésta es la garra Guaraní | ||
| Orañjez en hent evit an aour | Oranje op weg naar goud | ||
| Gwenn ha ruz, dañjerus ha kalonek ! | Biało-czerwoni! Waleczni i niebezpieczni! | ||
| Ur banniel dre ar prenestr hag ur vro war an dachenn - BEC'H DEZHI PORTUGAL | À janela uma Bandeira, no relvado uma nação inteira - FORÇA PORTUGAL! | ||
| Kalon ha fiziañs, evit bezañ trec'h hag evit hor suporterien | Budem se rvát jako lvi, pro vítězství a fanoušky | ||
| Karantez evit ar c'hoari | Za ljubav igre | ||
| Roit bec'h ! Kalon ! Tan dezhi ! Sveden a-bezh a zo war o lerc'h ! | Kämpa! Jobba! Visa glöd. Ni har svenska flokes stöd! | ||
| 2006, eo degouezhet tro Suis ! | 2006, it's Swiss o'clock! | ||
| Youl dreistmuzul da drec'hiñ ha c'hoant meurbet da zont da benn vat ! | La rage de vaincre et la soif de réussir ! | ||
| Erru eo ar Soca Warriors – Brezelerien Karib | Here Come the Soca Warriors, the Fighting Spirit of the Caribbean | ||
| Erered Kartago... dalc'hmat pelloc'h, bepred kreñvoc'h | |||
| Gant hor skoazell, n'hall ket ar maout difloupañ da Ukraina (ger-ha-ger : Klañv omp evidomp-ni, Ukraina o vezañ e-touesk ar re wellañ) | Вболіваємо за наших, Україна серед кращих Vbolivayemo za nachykh, Oukraïna ceret krachtchykh |
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Evit gwelet an holl balioù bet plantet, kit war lec'hienn internet KEME : [1]
- ↑ Da lakaat e koreeg. Ere : amañ
- ↑ War karr-boutin skipailh Aod an Olifant ez eus ur fazi reizhskrivadur. Lakaet eo bet "... élegant" hep tired lemm war an eil e. Sellit ouzh ar skeudenn
- ↑ Karr-boutin skipailh ar Stadoù-Unanet eo ar c'harr-boutin nemetañ a glask chom divrud, hep an disterañ banniel, hep menegiñ anv ar vro warnañ kennebeut, ha kement-se evit e surentez. Ar ger-stur a c'haller lenn warnañ koulskoude. Sellit ouzh ar skeudenn