Gerd Müller

Gerhard Müller (pell anavezetoc'h evel Gerd Müller), bet ganet d'an 3 a viz Du 1945 e Nördlingen (Trede Reich dindan renerezh Kevredidi an Eil Brezel-bed d'ar mare-se), a zo bet ur melldroader etrebroadel hag ur gourdoner alaman. Marvet eo d'ar 15 a viz Eost 2021.
Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1970 a voe dalc'het e Mec'hiko : gant dek pal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg-mañ an hini a veze graet Der Bomber der Nation anezhañ,
- Kib vell-droad ar bed 1974 a voe dalc'het en Alamagn ar C'hornôg (d'ar mare-se) : bet merket pevar fal gantañ, an hini diwezhañ o reiñ an trec'h da skipailh broadel Alamagn, da-geñver gourfenn ar gevezadeg ouzh hini an Izelvroioù.