Mont d’an endalc’had

Zinedine Zidane

Eus Wikipedia
Zinédine Zidane
Zinedine Zidane
Zinédine Zidane e 2013.
Stad a-vremañ
Skipailh Real Madrid Castilla
(gourdoner)
Buhezskrid
Anv Zinédine Yazid Zidane
Broadelezh Gall
 Aljerian
Broadelezh sport Gall
Ganedigezh 23 a viz Even 1972
Lec'h Marselha (Genoù-ar-Ron)
Ment 1,78 m
Plas Kreizer
Hentad junior
Bloavezhioù Klub
1981-1982 AS Foresta
1982-1983 US Saint-Henri
1983-1987 SO Septèmes-les-Vallons
1987-1988 AS Cannes
Hentad a-vicher1
BloavezhioùKlub K. (P.)
1988-1992 AS Cannes 71 (6)
1992-1996 Bourdel 176 (39)
1996-2001 Juventus Torino 214 (31)
2001-2006 Real Madrid 231 (49)
1988-2006 Total 692 (125)
Skipailh broadel2
BloavezhioùSkipailh K.(P.)
1988-1989 France -17 ans 4 (1)
1989-1990 France -18 ans 6 (0)
1990-1994 France espoirs 20 (3)
1995 France A′ 1 (0)
1994-2006 FRA football 108 (31)
1 Kevaezerezh ofisiel (bordel hag etrevroadel).
2 Krogadoù ofisiel (gant ar c'hrogadoù divec'het gwiriekaet dre ar FIFA)..
Nevesadur diwezhañ : 22 a viz Gwengolo 2015

Zinédine Zidane, bet ganet Zinédine Yazid Zidane d'an 23 a viz Mezheven 1972 e Marselha (Bro-C'hall), zo bet ur melldroader etrebroadel eus Marselha, deuet da vezañ gourdroner.

E barr e vrud en deus c'hoariet evit ar Juventus hag ar Real Madrid. Gounezet en deus kib ar bed 1998 ha kib Europa e 2000 gant skipailh Frañs.

E grogad diwezhañ en deus dalc'het d'an 9 a viz Gouere 2006 gant skipailh Bro-C'hall, a-enep da hini Italia, da-geñver gourfenn Kib vell-droad ar bed 2006 en Alamagn. Deroet e voe ar Vell aour dezhañ, un trofe o talvezout da wellañ c'hoarier ar genstrivadeg-mañ.

C'hoarier kreiz war an araog e veze war an dachenn.

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an oad a seitek bloaz e kejas ar Zinédine yaouank gant Véronique Fernandez, ur C'hallez a orin spagnol gant orinoù sokial izelek awalac'h eveltañ, pa oant o daou o chom e bod al labourerien yaouank e Cannes. Dimeziñ a rejont e Bourdel e 1994 pa oa Zidane rener ar c'hoari ar Jirondined. Pevar budel o deus, an holl a ra mell-droad bremañ, stummet er Real Madrid, ar gêr emañ ar familh o chom bremañ.

KoulzadKleubBroKampionadKib BroadelKib Europa
1988 - 1989 AS Cannes Bro-C'hall2 grogad--
1989 - 1990 AS Cannes Bro-C'hall---
1990 - 1991 AS Cannes Bro-C'hall28 krogad / 1 pal3 c'hrogad-
1991 - 1992 AS Cannes Bro-C'hall31 c'hrogad / 5 pal3 c'hrogad4 c'hrogad
1992 - 1993 Jirondined Bourdel Bro-C'hall35 krogad / 10 pal4 c'hrogad / 1 pal-
1993 - 1994 Jirondined Bourdel Bro-C'hall34 krogad / 6 pal3 c'hrogad6 krogad / 2 bal
1994 - 1995 Jirondined Bourdel Bro-C'hall37 krogad / 6 pal5 krogad / 1 pal4 c'hrogad / 1 pal
1995 - 1996 Jirondined Bourdel Bro-C'hall33 c'hrogad / 6 pal3 c'hrogad15 krogad / 6 pal
1996 - 1997 Juventus Football Club Italia29 c'hrogad / 5 pal2 grogad13 krogad / 2 bal
1997 - 1998 Juventus Football Club Italia32 grogad / 7 pal5 krogad / 1 pal11 krogad / 3 fal
1998 - 1999 Juventus Football Club Italia25 krogad / 2 bal5 krogad10 krogad
1999 - 2000 Juventus Football Club Italia32 grogad / 4 pal3 c'hrogad / 1 pal6 krogad
2000 - 2001 Juventus Football Club Italia33 c'hrogad / 6 pal2 grogad4 c'hrogad
2001 - 2002 Real Madrid Club de Fútbol Spagn31 c'hrogad / 7 pal9 c'hrogad / 2 bal10 krogad / 3 fal
2002 - 2003 Real Madrid Club de Fútbol Spagn33 c'hrogad / 9 fal1 c'hrogad15 krogad / 3 fal
2003 - 2004 Real Madrid Club de Fútbol Spagn33 c'hrogad / 6 pal7 krogad / 1 pal10 krogad / 3 fal
2004 - 2005 Real Madrid Club de Fútbol Spagn29 c'hrogad / 6 pal1 c'hrogad10 krogad
2005 - 2006 Real Madrid Club de Fútbol Spagn29 c'hrogad / 9 fal4 c'hrogad4 c'hrogad
Zinédine Zidane e 2013

Diwar e anv ez eus bet savet ar ger "zidanad", taol roet gant ar penn, diwar skouer an hini roet gantañ d'ar c'hoarier italian Marco Materazzi, da zeiz c'hoariadenn ziwezhañ kib vell-droad ar bed 2006 etre Italia ha Frañs. Ar verb "zidanat" a dalvez eta kement ha reiñ un taol gant ar penn, evel ur maout, e kreiz bruched un enebour bennak, a-benn e ziharpañ.

Arroudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Every day I think about where I come from and I am still proud to be who I am : first, a Kabyle from La Castellane, then an Algerian from Marseille, and then a Frenchman. » - Bomm pennad-kaoz gant ar gazetenn saoz The Observer diwar-benn e identelezh .