Diego Maradona
Diego Maradona e 2012
Diego Armando Maradona, bet ganet d'an 30 a viz Here 1960 e Lanús (Arc'hantina) hag aet da Anaon e Tigre d'ar 25 a viz Du 2020, a zo bet ur melldroader etrebroadel arc'hantinat, aet da c'hourdoner da-heul e amzer c'hoarier.
Meur a lesanv a voe roet dezhañ a-hed e vicher : D10S, El 10, El Diez, El Pelusa, El Pibe de Oro, Barrilete Cósmico.
Kib vell-droad ar bed (evel c'hoarier)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Argader pe greizer e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh e pevar dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1982 bet aozet e Spagn,
- Kib vell-droad ar bed 1986 bet aozet e Mec'hiko : dilennet e voe da wellañ c'hoarier (Mell aour) ar genstrivadeg-mañ,
- Kib vell-droad ar bed 1990 bet aozet en Italia,
- Kib vell-droad ar bed 1994 bet aozet e Stadoù-Unanet Amerika.
Kib vell-droad ar bed (evel gourdoner)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2008 e voe anvet da zibaber La Albiceleste[1], skipailh mell-droad Arc'hantina, ha gantañ e kemeras perzh e Kib vell-droad ar bed 2010 a voe dalc'het e Suafrika. Skubet e voe e skipailh er-maez 0-4 gant hini Alamagn e kardgourfenn hag erlec'hiet Maradona gant Sergio Batista kerkent ha miz Gouere 2010.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ En abeg d'ar c'hrez gwenn ha glas-oabl a vez douget gant melldroaderien skipailh broadel Arc'hantina.