Edson Arantes do Nascimento
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask

Pelé (en tu dehou) e 1958.
Edson Arantes do Nascimento (pell anavezetoc'h evel Pelé), bet ganet d'an 23 a viz Here 1940 e Três Corações (Minas Gerais, Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian.
Graet e veze Rei do Futebol anezhañ ivez.
Daouzek gwech ha pevar-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1957 ha 1971 ha merket seitek pal ha tri-ugent.
Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aroager pe kreizer argader e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Pelé e pevar dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an eil gwech,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz,
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an teirvet gwech. Perzh e oa eus ar skipailh – Félix - Carlos Alberto, Brito, Piazza, Everaldo - Clodoaldo, Gérson - Jairzinho, Tostão, Pelé, Rivellino – a c'hounezas (4-1) ar gourfenn ouzh hini Italia en Estadio Azteca (Mec'hiko) d'an 21 a viz Mezheven 1970.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.